From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Child Ballads zo un dastumad 305 gwerz saoznek eus Bro-Saoz ha Bro-Skos, gant o doareoù stadunanat, dastumet gant Francis James Child en XIXvet kantved. Anv al levr a oa The English and Scottish Popular Ballads, embannet etre 1882 ha 1898 gant Houghton Mifflin e dek levrenn da gentañ, adembannet e pemp levrenn goude.
Dastumad Child ne oa ket an hini kentañ gant ar seurt danvez, kalzik a oa bet zoken, met an hini brudetañ e oa hini an eskob Thomas Percy, anvet Reliques of Ancient English Poetry e 1765[1] Ouzhpenn-se e oa dastumadoù all eus broioù all. Kemer skouer a reas Child war labour Svend Grundtvig, a savas Danmarks gamle Folkeviser, ma oa renket ha niverennet ar gwerzioù, kinniget meur a zoare kichen-ha-kichen, da skoazellañ al lenner da gompren an heñvelderioù.[2]. Diwar-se e vo kavet meur a gan gant ar memes niverenn dre ma kave da Child ne oant nemet doareoù disheñvel eus ar memes istor, petra bennak ma c'hallont bezañ disheñvel-bras, evel evit "James Hatley". Ha gwerzioù renket dindan niveroù disheñvel a c'hall bezañ enne gwerzennoù heñvel-mik.
Disheñvel eo oad ar gwerzioù ; "Judas" a zo eus an XIIIvet kantved, hag un doare eus "A Gest of Robyn Hode" a voe moullet e dibenn ar XIVvet kantved pe deroù ar XVIvet kantved[2]. An darn vrasañ avat zo eus ar XVIIvet pe XVIIIvet kantved. Darn o deus gwrizioù koshoc'h marteze met nebeut-tre anezho zo bet savet a-raok 1600. Ouzhpenn-se, n'eus ket kalz tonioù a vefe ken kozh hag ar werz en-eeun. Daoust da se ne oa ket bet savet dastumad ebet ken puilh ha hennezh en e raok e saozneg.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.