From Wikipedia, the free encyclopedia
Carel van Mander (miz Mae 1548 e Meulebeke - 11 a viz Gwengolo 1606 e Amsterdam), a oa ul livour hag ur skrivagner flamank. Ma n'eo ket priziet-tre a-fet livañ, ez eo brudet dreist-holl evit e zastumad buhezskridoù livourien izelvroat hag alaman ar XVvet hag ar XVIvet kantved.
Kaset e voe Carel van Mander da studiañ da c'h-Gent tro-dro 1560. Ne felle ket dezhañ bezañ gwerzher lien evel e vreur, neuze e tibabas al livañ hag al lennegezh. Deskiñ a reas e Gent gant a livour Lucas de Heere etre 1564 ha 1566, ha goude-se gant Pierre Vlerick e Kortrijk hag e Tournai. Goude-se ez eas da beurzeskiñ en Italia.
E Firenze e kejas gant Giorgio Vasari (1573), labourat a reas war ar murlivadurioù e Terni (1574), ha goude-se ez eas da Roma, hag eno e kejas gant ul livour flamank all, Bartholomeus Spranger e anv. Mignoned e teujont da vezañ (1574-77). Asambles e labourjont e lez Rudolf II. E 1578 e tistroas da Flandrez, hag e timezas gant Louise Buse. Bloaz goude e voe ganet ur mab[1].
Skarzhet e voe eus Flandrez abalamour d'ar reuz ha d'ar vosenn, hag en em staliañ a reas gant e familh e Haarlem e 1580 e-pad ur pennadig da gentañ, ha da-vat azalek 1583. Eno e kejas gant an engraver Goltzius, al livour Cornelis van Haarlem hag ar bankour Rauwaerts. Asambles e savjont akademiezh arzoù Haarlem.
Da gentañ e voe levezonet gant orbidouriezh Spranger. Er bloavezhioù 1590 e kemmas doare da livañ, naturalour ha rakbarok e teuas e oberennoù da vezaoñ, kazi sur diwar levezon Akademiezh Haarlem. Kermesoù a livas tro-dro 1600 hag er memes koulz en doe Frans Hals da skoliad.
E Amsterdam e varvas e 1606. Eno e oa deuet da chom e 1604 hag er bloavezh-se ivez en doa lakaet embann al levr a lakaje anezhañ da vezañ istorour kentañ skolioù arzoù an Norzh, ouzhpenn 70 vloaz a-raok Joachim von Sandrart.
Embannet gant van Mander e Amsterdam e miz Gouere 1604 hag embannet e Haarlem gant Paschier van Wesbuch e miz Kerzu 1604, anvet eo al levr Het Schilder-Boeck ("Levr al livañ'" pe "levr al livourien ") ennañ c'hwec'h testenn zisheñvel :
Evit a sell ouzh istor an arzoù ez eo ar pevar lodenn "Buhez livourien ilurañ an Izelvroioù hag Alamagn" (Het Leven der doorluchtige Nederlandsche en Hoogh duytsche Schilders) an hini bouezusañ. Enni e kaver div lodenn : en hini gentañ (71 pennad) e vez kinniget buhez hag oberennoù an arzourien marvet a-raok ma vefe embannet al levr, en eil hini (23 fennad) e kaver displegadennoù diwar-benn livourien ne oant ket marv d'ar mare-se.
E-pad meur a vloaz e reas van Mander enklaskoù[2]. Damheñvel eo e levr ouzh hini Vasari (Vite livourien italia an Azginivelezh). War ar seblant e voe levezonet van Mander gant labour e vestr kentañ, Lucas de Heere e anv, hag en dije skrivet ul levr anvet Buhez livourien aet da get, ha gant Pictorum aliquot celebrium Germaniae inferioris effigies (Antwerpen, 1572) gant Dominicus Lampsonius. Ur seurt respont e oa ivez da Giorgio Vasari hag a embanne e oa oberennoù italian an Azginivelezh gwelloc'h evit kement tra a veze graet en Europa. Van Mander a felle dezhañ diskouez e oa bet dibar labour arzourien alaman, flamank hag izelvroat azalek mare ar re Gent (XVvet kantved) a-fet teknik hag a-fet mestroniañ arz ar poltrediñ ha hini ar gweledvaoù.
Lodenn gentañ : Livourien (XVvet ha XVIvet kantved) marv a-raok 1604
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.