Bourc'h
tolpad tiez ha ne reer ket ur gêr anezhañ From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar vourc'h, pe ar vorc'h, pe ar bourk[1], a zo un tolpad tiez ha ne reer ket ur gêr anezhañ daoust dezhañ kaout un nebeud servijoù evel ur marc'had pe ur foar. En Istor e vez anvet bourc'hioù ar gêrioù bihan a voe bet roet dezhañ an aotre, ar frankizioù a reer anezhi, da gaout ur velestradurezh dezho e mare ar Gladdalc'helezh er Grennamzer. Bourc'hizien a veze graet eus an dud o doa tapet an droed da zilenn o fennoù.
Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ.
Ar vourc'h e Breizh
E Breizh hag e rannvroioù nes e vez implijet bourc'h evit an tolpad tiez a zo ur greizenn evit ar c'hêriadennoù a zo tro-war-dro war diriad ar gumun.
Gwechall e veze merk ar vourc'h ezvezañs iliz ar barrez. Ha pa veze boas da gêriadenniz mont d'an oferenn bep Sul e oa tamm-ha-tamm ar vourc'h al lec'h ma veze staliet enni muioc'h-muiañ a stalioù-kenwerzh : ostalerioù, stalioù-boued, artizaned. Ha pa greske pinvidigezh ar barrez e veze savet tiez ouzhpenn ha gwellaet ha brasaet an iliz-parrez.
Bourc'hioù gant ilizoù-parrez a zo aet da gêriadennoù bihan : Lotei kozh e-barzh Lotei, Plonivel e-barzh Loktudi, Ploumenez e-barzh Plouneour-Menez.
Lec'hanvadurezh
An anv bourc'h a ya d'ober un nebeud anvioù kumun e Breizh :
- ar Vourc'h-Wenn
- Boulvriag (diwar "bourc'h" + "Briag")
- Bourc'h-Baz
- Bourc'h-Kintin
- Bourc'hnevez-Raez
- Kastell-Bourc'h
Diwar gwik, eus al latin vicus, e oa deuet anvioù all, koshoc'h.
Anvioù all
Diwar ar ger bourc'h e teu ar ger bourc'hiz, hag an anvioù-tiegezh Vourc'h ha Le Vourc'h.
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.