An Atlas linguistique de la Basse-Bretagne ("Atlas yezhoniel Breizh-Izel"; anavet ivez evel an ALBB) zo un dastumad kartennoù savet gant ar c'helenner skol-veur Pêr ar Rouz diwar an enklaskoù renet gantañ etre 1911 ha 1920, e 77 lec'h eus Breizh-Izel. Mont a ra 6 levrenn ha 600 kartenn d'ober an oberenn-mañ. Pep kartenn a ro troidigezhioù ur ger gallek hag an distagadur anezho, ha hini an deveradoù a-wezhioù. Embannet e oa al levrennoù diwezhañ dindan renerezh Frañsez Falc'hun.
Tud
Kontañ a reer e reas an enklaskoù war varc'h-houarn. An dud aterset a veze dibabet gant skoazell skolaer ar gumun a ranke kavout:
- un den ouzhpenn 30 vloaz,
- ganet er gumun, hag e dud eveltañ ivez
- bet o chom eno a-hed e vuhez (da virout ouzh "gwall" levezonoù)
- a gomzfe brezhoneg bemdez hag a oufe galleg ivez
- na oufe na lenn na skrivañ brezhoneg (da virout ouzh "gwall" levezonoù adarre).
Dielfennañ
Dielfennet e vo an oberenn-mañ goude gant Kenneth Jackson, Frañsez Falc'hun, ha re all.
Embannadurioù
- Atlas linguistique de la Basse-Bretagne , Plihon-Hommay Rennes Paris :
- Levrenn 1, 1924
- Levrenn 2, 1927
- Levrenn 3, 1937
- Levrenn 4, 1943
- Levrenn 5, 1953
- Levrenn 6, 1963
Adembannet e voe an ALBB gant ar gelaouenn STUDI, e CRDP Roazhon er bloavezhioù 1980.
Atlas linguistique nevez
Un ALBB all (Nouvel Atlas linguistique de la Basse-Bretagne) zo bet savet gant Jean Le Dû, hag embannet e 2001.
Liamm diavaez
- Ar 600 kartenn a gaver en Atlas Linguistique de Basse-Bretagne en ul lec'hienn krouet gant Sylvain Bahuaud.
- Nouvel atlas linguistique de la Basse-Bretagne
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.