Dindan ar ger Boudaegezh (Pali बौद्ध धर्म Buddha Dhamma, Buddha Dharma e sanskriteg) ez eus anv peurliesañ eus relijion, hogen ur gelennadurezh ez eo a c'hell chom e par ar brederouriezh hepken. Diazezet eo en Azia ar Su hag ar Reter dreist-holl. En India eo e voe krouet er VIvet kantved kent Jezuz-Krist gant Siddhartha Gautama, lesanvet ar Bouda, da lavaret eo "an Hini Sklêrijennet" (Bouddha e sañskriteg). Diazezet eo war an "Tri Bravig" : ar Bouda (diazezer ar Voudaegezh), an Dharma (kelennadurezh Bouda) hag ar Sagha (kumuniezh ar venec'h voudaat)

Fedoù berr-ha-berr


Thumb

Istor ar Voudaegezh
Kronologiezh voudaek
Senedoù-meur boudaek

Diazezoù
Peder Gwirionez Nobl
An Hent kreiz
Pancasila
Nirvāna · Tri Bravig

Mennozhioù pennañ
Tri merk ar bezañs
Skandha · Kosmologiezh · Dharma
Samsara · Adc'hanedigezh · Shunyata
Pratitya-samutpada · Karma

Pennoù bras
Ar bouda Gautama
Diskibien Bouda · Familh Bouda

Kustumoù
Bouda · Bodhisattva
Peder fazenn ar Sklêrijennadur
Paramioù · Prederiadur

Boudaegezh dre vro
Gevred Azia · Reter Azia
Tibet · India · Kornôg

Skolioù ar voudaegezh
Theravāda · Mahāyāna
Vajrayāna · Skolioù kentañ

Testennoù Boudaek
Sutta Pitaka · Sutraoù ar Mahayana
Vinaya Pitaka · Abhidhamma Pitaka


Serriñ

Daoust m'emañ an niver brasañ a feizidi en Azia e kaver Boudaiz e pep lec'h er bed bremañ. Depantout a ra an niver a feizidi a gaver er bed eus an doare da dermeniñ ar fed da heuliañ ar voudaegezh. Emañ ar jedadennoù izelañ etre 350 ha 500 milion a dud er bed[1],[2],[3].

Daou skourr pennañ zo er Voudaegezh : an Theravada ("Skol ar re henañ") hag ar Mahayana ("Ar c'harbed bras"). Stank eo diskibled an Theravada e Sri Lanka hag en Azia ar Gevred. Diskibled ar Mahayana a gaver dre-holl en Azia ar Reter ha heuliañ a reont hengounioù disheñvel evel Douar Glan, ar zen, ar voudaegezh nichiren, ar voudaegezh tibetan, ar Chingon, an Tiantai (Tendai) hag ar Shinnyo-en. Hervez lod ar Vajrayana, ur seurt boudaegezh a gaver e Tibet ha Mongolia, zo anavezet evel un trede skourr, e-skoaz re all a soñj dezhe ez eo ur skourr eus ar Mahayana[4].

Lakaet e vez kemm etre ar skolioù boudaegezh hervez ar sell disheñvel o deus diwar-benn an naoutur resis eus an hent a gas d'an dieubadur, ar pouez hag ar roll er c'hanon eus kelennadurezhioù ha testennoù zo, ha dreist-holl diouzh o boazioù[5]. Kelennadurezh pennañ ar Pratītyasamutpāda eo ar gelennadurezh nemeti zo boutin d'an holl voudaiz eus an Theravada betek an Dzogchen ha d'ar skolioù zo aet da get[6]. Diazez hengoun ha pleustrerezh ar voudaegezh eo an Tri bravig: ar Bouda, an Dharma (ar gelennadurezh), hag ar Sangha (ar gumuniezh). "Repuiñ en Tri Bravig" zo un disklêriadenn hag ur bromesa da vezañ boudaad hag a laka kemm etre ar voudaiz hag ar re n'int ket, hervez an hengoun[7]. Pennaennoù all eus ar voudaegezh zo ivez heuliañ pennsturiennoù buhezegezh, harpañ kumuniezh ar venec'h, dilezel ar vuhez ordin ha dont da vezañ manac'h, diorren emskiant ha prederiañ, gwellaat e furnez hag e boell, studiañ an testennoù sakr, seveniñ oberoù deoliezh, lidoù, hag en hengoun ar Mahayana, pediñ boudaed ha bodhisattvaed.

Kronologiezh

Kronologiezh: diorroadur hag emled hengounioù ar voudaegezh (war-dro 450 kent J-K. – war-dro 1300 goude J.-K.)

  450 kent J-K. 250 kent J-K. 100 goude J.-K. 500 goude J.-K. 700 goude J.-K. 800 goude J.-K. 1200 goude J.-K.

 

India

Sangha
abred

 

 

 

Skolioù kentañ ar voudaegezh Mahayana Vajrayana

 

 

 

 

 

Sri Lanka &
Azia ar Gevred

  Boudaegezh Theravada

 

 
 

 

 

 

Kreizazia

 

Boudaegezh c'hresian

 

Boudaegezh tibetan

 

Boudaegezh Hent ar seiz

 

Azia ar Reter

  Chán, Tiantai, Douar glan, Zen, Nichiren

Shingon

 

 

  450 kent J-K. 250 kent J-K. 100 goude J.-K. 500 goude J.-K. 700 goude J.-K. 800 goude J.-K. 1200 goude J.-K.
  Alc'hwez :   = Skol Theravada   = Skol Mahayana   = Skol Vajrayana

Notennoù

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.