From Wikipedia, the free encyclopedia
Bona Sforza (Vigevano, 2 a viz C'hwevrer 1494 – Bari, 19 a viz Du 1557) a oa ur briñsez italian, eus an Tiegezh Sforza, deuet da vout rouanez Polonia hag arc'hdugez Lituania. Rankout a reas kuitaat Polonia e fin he buhez ha mervel a reas e Bari, en Italia.
Merc'h e oa da Gian Galeazzo Sforza, dug Milano, ha da Isabel Aragon. Pa varvas he mamm, en 1524, he devoe he zitloù, dugez Bari ha priñsez Rossano, ha gwirioù Tiegezh Brienne war Rouantelezh Jeruzalem. Nizez e oa da Bianca Maria Sforza, pried an impalaer Masimilian Iañ an Impalaeriezh Santel.
E 1518 e teuas da vezañ eil pried roue Polonia, Sigismund Iañ. Pevar bugel o doe:
.
Savet ha desket mat e voe hervez giz lezioù Italia en amzer-se. Kelennet e veze gant ar barzh Crisostomo Colonna, eus an 'Accademia Pontana, troet gant oberennoù Petrarca. Skignañ a reas mennozhioù an Azginivelezh italian e Polonia. Gwelet eo evel mamm ar c'heginerezh polonat dre ma tegasas legumaj Italia d'he bro nevez. Klask a reas kreñvaat galloud ar roue o prenañ douaroù.
En 1530 e lakas kurunenniñ he mab Sigismond August pa oa bev e dad ( vivente rege). Aon a savas en uhelidi rak an hollveliouriezh, ma voe rediet Sigismond yaouank da brometiñ ne vije kurunennet roue ebet vivente rege hep asant Sened an Noblañsed (Sejm Walny). Pa varvas ar roue kozh he fried e savas Bona a-enep dimeziñ he mab d'ur galvinadez lituaniat, Barbara Radziwiłł, hag a varvas nebeud goude an eured, ma voe kontet e oa bet kontammetgant he mamm-gaer.
Evit stourm ouzh an Tiegezh Habsburg e klaskas ober ar peoc'h gant anImpalaeriezh otoman. En 1556 e savas uhelidi Polonia a-enep dezhi dre ma kavent spontus gwelout ur vaouez o lakaat he fri en aferioù ar stad.
Mont a reas da repuiñ en he douaroù e Bari, en Italia.
Bloaz goude, e 1557 e varvas, ha lavaret e voe e oa bet kontammet gant he sekretour, Gian Lorenzo Pappacoda, en anv roue Spagn Felipe II, a zlee bernioù arc'hant dezhi a-hervez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.