From Wikipedia, the free encyclopedia
Jan Alojzy Matejko (Kraków , 24 a viz Mezheven 1838 – 1añ a viz Du 1893) a oa ul livour polonat. Brudet eo abalamour m’en deus livet e-leizh a daolennoù awenet gant istor e vro.
Ganet e vo Jan Matejko en un tiegezh unnek a vugale. Mervel a reas e vamm pa oa yaouankik c’hoazh ha desavet e voe gant e voereb. Buan e voe merzet pegen donezonet e oa ar paotr evit al livañ ha mont a reas d’an oad a 14 vloaz da skol arzoù-kaer Kraków. Goude-se e kendalc’has gant e studioù e München hag e Vienna, a-raok distreiñ da Graków. Anvet e voe da rener skol arzoù-kaer Kraków e 1873. En e yaouankiz en doa anavezet Matejko darvoudoù a bouez : emsavadeg Kraków e 1846, aloubadeg ar gêr gant an Aostrianed e 1848, pa voe lazhet unan eus e vreudeur. E 1863 e savas a-du gant Emsavadeg Genver. Daoust ma ne gemeras ket perzh e-unan en emgannoù e roas arc’hant d’an emsaverien ha kas a reas armoù d’an emsavidi. Bras e voe levezon an darvoudoù-se warnañ ha ganto e voe awenet en e labour livour. Gant e daolennoù eus stourmoù hag emsavadegoù Poloniz en deus tapet brud en e vro, evel da skouer gant e eoullivadur bras-bras eus Emgann Grunwald, savet e 1878. Ur sell brogarour a daole war an darvoudoù eus istor Polonia ha gant e daolennoù eo bet kreñvaet an emskiant vroadel e-touez tud e vro. Gouzout a rae Matejko ne oa ket feal e labour atav ouzh ar wirionez istorel, met evitañ e oa pouezus o c’hefridi evit taolenniñ an istor, pouezusoc’h zoken eget gwirionez an amzer dremenet. Ouzhpenn al livadurioù bras-se ez eus bet graet labourioù all gant Matejko : skeudennaouet en deus un toullad levrioù ha livet en deus poltredoù ivez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.