kumun Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Besançon ([bəzɑ̃sɔ̃] e galleg, [ˈbzɑ̃ːsɔ̃] gant tud ar vro) zo ur gêr e Reter Bro-C'hall war ribl ar stêr Doubs ha penn-lec'h departamant an Doubs ha kêr-benn ar rannvro Bourgogne-Franche-Comté. Kêr-benn ar rannvro istorel Franche-Comté e oa. Emañ war vord ar menezioù Jura hag en un 60 kilometr bennak eus Bro-Suis.
Anv ofisiel | Besançon, Besançon |
---|---|
Anv er yezh a orin | Besançon |
Anv berr | Besac |
Diellaouet gant | Archives municipales de Besançon |
Anv annezidi | bisontini |
Stad | Frañs |
E tiriad | Doubs, arondisamant Besançon, Grand Besançon Métropole |
Gwerzhid-eur | UTC+01:00, UTC+02:00 |
Located in statistical territorial entity | Q108921255, Q3550944 |
War ribl | Doubs (stêr) |
Daveennoù douaroniel | 47°14′32″N 6°1′17″E |
Post dalc'het gant penn ar gouarnamant | maer Besançon |
Penn an aotrouniezh | Anne Vignot |
Raklec'hiet gant | Free City of Besançon |
Erlec'hiañ a ra | Vesontio |
Darvoud-alc'hwez | Siege of Besançon |
Kod-post | 25000 |
Niverenn bellgomz | +33-3-81-61-50-50 |
Fax number | +33-3-81-61-50-99 |
Postel | mailto:besancon@besancon.fr |
Lec'hienn ofisiel | http://www.besancon.fr |
Banniel (deskrivadur) | flags of Besançon |
Roll monumantoù | Q1847173 |
Sant paeron | Ferreolus and Ferrutio |
Poblañsouriezh an danvez | demographics of Besançon |
Contact page URL | https://www.besancon.fr/mairie-de-besancon-nous-contacter |
Category for the view of the item | Category:Views of Besançon |
Rummad evit ar c'hartennoù | Category:Maps of Besançon |
E traoñienn an Doubs emañ Besançon, e-barzh ur gildroenn anezhañ.
War-dro 90 kilometr zo etre Besançon ha Dijon e Bourgogn, Lausanne e Suis, ha Belfort, an nor da Elzas ha da Alamagn.
Hervez Dauzat & Rostaing e teu an anv eus ur wrizienn rakkeltiek ves-, menez, gant ul lostger rakkeltiek -unt- hag un adlostger -ionem[1].
|
Kêr-benn civitas Sequanorum e oa, e proviñs Belgica; goude-se e tremenas d'ar broviñs Germania Superior adalek an impalaer Domitianus.
Besançon a oa bet distrujet er bloaz 456 gant ar Vurgonded, hag er bloaz 937 gant Hungared.
Eus 1184 da 1664, Besançon a oa ur gêr an impalaeriezh, ha kêr-benn ar Franche-Comté.
Aloubet eo bet, gant e rannvro, er bloaz 1668, gant Loeiz XIV, roue bro C'hall[2].
Iliz-veur Besançon eo ar savadur relijiel brasañ, giz c'hotek ganti. Savadurioù all a zo eus ar mare araok aloubidigezh Bro-C'hall, da skouer Tour de la Pelote savet gant gouarnamant ar gumun war urzh Karl V an Impalaeriezh Santel e 1546.
Roet eo bet d'ar gêr al label Kêrioù ha Broioù Arz hag Istor hag hini ar Glad bedel gant an UNESCO (e 2008) abalamour da Gwikadell Besançon, mogerioù-kreñv savet gant Vauban etre 1678 ha 1771.
Sinet ez eus bet emglevioù gevelliñ pe genober gant meur a strollegezh tiriadel estrañjour[3].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.