From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Beretta Modello 1915 zo ur bistolenn damaotomatek produet adalek 1915 gant an embregerezh italian Beretta.
Beretta Modello 1915 | |
---|---|
Ur bistolenn Beretta M1915 | |
Kinnig | |
Bro | Rouantelezh Italia |
Doare | Pistolenn damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | 7,65 × 17 mm Browning (stumm orin) 9 mm Parabellum 9 mm Glisenti 6,35 mm Browning |
Produer | Fabbrica d'armi Pietro Beretta |
Mare implij | 1915–1945 (Arme Italia) |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas | 0,570 kg |
Hirder | 152 mm |
Hirder ar c'hanol | 86 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 55 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 280 m/s |
Endalc'h | Karger fiñv 7 kartouchenn |
Adstummoù | M1915/19, M1919, M1923 |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Krouet eo bet an M1915 gant an ijinour Tullio Marengoni diwar ar wikefre savet un nebeud bloavezhioù a-raok gant John Browning evit ar bistolenn Browning Hi-Power. Kambret e oa da gentañ evit kartouchennoù 7,65 mm Browning met ur stumm anezhi zo bet kambret e 9 × 19 mm Glisenti, diwar c’houlenn an arme italian a implije ar munision-se betek-neuze en he fistolenn Glisenti M1910.[1]
Daou berzh ispisial a oa d’ar Beretta M15 : he zoull-distrinkañ a oa a-us d’ar riklerez, ha n’eo ket war he c’hostez evel war galz armoù-dorn damaotomatek[2], ha ne oa ket kraban ebet, setu e veze skarzhet an douilhezioù goullo gant gazoù an darzhadenn goude pep tenn.
Implijet e voe ar Beretta M1915 gant an arme italian adalek 1915 da vare ar Brezel-bed Kentañ. Ar Beretta M1934 a gemeras he flas tamm-ha-tamm adalek kreiz ar bloavezhioù 1930, met implijet e voe an M1915 gant an arme da vare an Eil Brezel-bed ivez. Servijout a reas an arm en emgannoù brezel Spagn pa voe skoazellet ar frankisted gant renad Mussolini dre bourvezañ armoù a bep seurt dezhe.
E 1924 e voe amprouet an arm gant ur bodad gall abalamour e klaske an arme c’hall un arm-dorn damaotomatek nevez abaoe 1921. Ne voe ket dalc’het an M1915. Hervez an arbennigour Jean Huon[1] e oa bet kaset amprouadennoù ar Beretta M1915 gant kartouchennoù alaman 9 × 19 mm Parabellum, a oa re c’halloudus e-keñver ar re 9 mm Glisenti.
Gwellaet e voe ar stumm orin oc'h ouzhpennañ dezhañ ur graban, o simplaat e sistem-surentez hag o lakaat un ibil e traoñ an dornell da aesaat ar c'hregiñ. Kambret e oa an M1915/19 evit kartouchennoù 7,65 Browning nemetken.
Ur stumm evit ar marc’hadoù sivil e oa an M1919, kambret evit munisionoù 6,35 Browning. Gwerzhet e voe an M19 etre 1920 ha 1939 ha berzh a reas.
Anvet e voe ivez 1919/23. War an M1923 e voe ouzhpennet ur c’hi diavaez. Kambret e oa e 9 mm Parabellum hag e 9 mm Glisenti.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.