From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur bazilig[1] pe bazilisk[2] (diwar βασιλίσκος / basiliskos, roue bihan e gregach; basiliscus e latin), pe a-wechoù, ha diwezhatoc'h, kokatris[3], zo ul loen mojennel hag en devoa brud da gontammañ an dud ha da vezañ gouest d'o zreiñ e mein.
Ar bazilig a oa un naer vihan kontammus hag a c'halle lazhañ gant ur sell hepken. Ganet e vije eus gwad Medusa, mamm un toullad euzhviled. Meneg anezhañ zo abaoe an Henamzer.
Adalek ar Grennamzer avat e veze kontet da vezañ ul loen hanter naer hanter kilhog hag a veze anvet bazilikog a-wechoù.
Hervez Isidoro Sevilla e oa ar basilisk roue an naered, dre ma c'halle lazhañ gant e selloù hag e anal kontammus.
Beda Venerabilis eo ar c'hentañ a reas anv eus mojenn ganedigezh ar basilisk eus vi ur c'hilhog kozh. Ar gouizieg saoz Alexander Neckam (1157–1217) en De naturis rerum (c. 1180) eo ar c'hentañ a skrivas ne oa ket sell ar loen met e anal a lazhe an dud, ha kemend-all a voe adlavaret gant Pietro d'Abano[4].
Ar bazilikog a deue, a greded, eus ur vi kilhog. Gant Geoffrey Chaucer eo meneget ar ger basilicok en e levr Canterbury Tales (1387-1400). Hervez mojennoù zo e c'hall ar bazilisk bezañ lazhet ma klev kan ur c'hilhog pe ma en em wel en ur melezour. Bazilisk Varsovia a voe lazhet, hervez ar vojenn gant un den a zalc'he melezourioù.
Ar c'hokatris a oa ul loen mojennel eus ar Grennamzer, droukvesket a-wechoù gant ar bazilisk.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.