From Wikipedia, the free encyclopedia
Arthur Wilhelm Ernst Victor Moeller van den Bruck (23 Ebrel 1876 – 30 Mae 1925) a oa ur skrivagner hag un istorour alaman. Brudet eo e levr Das Dritte Reich ("An Trede Reich"), embannet e 1923, hag a vrude ar vroadelouriezh alaman. Levezoniñ a reas an dispac'h mirour hag an NSDAP. Daoust ma oa a-enep menozhioù Adolf Hitler.[1]
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Arthur |
Anv-familh | Moeller |
Deiziad ganedigezh | 23 Ebr 1876 |
Lec'h ganedigezh | Solingen |
Deiziad ar marv | 30 Mae 1925 |
Lec'h ar marv | Berlin |
Doare mervel | Emlazh |
Lec'h douaridigezh | Parkfriedhof Lichterfelde |
Pried | Hedda Eulenberg |
Kar | Friedrich Maase |
Yezhoù komzet pe skrivet | alamaneg |
Yezh implijet dre skrid | alamaneg |
Micher | troer, istorour, skrivagner, cultural historian |
Tachenn labour | theory of the state |
Implijer | Q779123 |
Brezel | Brezel-bed kentañ |
Luskad | Dispac'h mirour |
Adal 1906 da 1922 e embannas holl oberennoù Dostoyevsky en alamaneg, troet gant Elisabeth Kaerrick.
En em lazhet e oa e Berlin d'an 30 a viz Mae 1925.
En e levr Das Recht der jungen Völker ("Gwir ar pobloù yaouank"), Moeller van den Bruck a ginnig ur seurt damkaniezh Sonderweg ma tiorren ar soñj eo Rusia ur gevredigezh komunist a-orin tra ma eo SUA ur gevredigezh kapitalist, an daou a veze distaolet gantañ. Kinniget e veze Alamagn evel ar gevredigezh etre an div weledigezh-se. Moeller van den Bruck a vrudas ur preder enep-kuzh-heol hag enep-impalaerour evit ar stad (Staatstheorie), en ur soñjal sevel ur pont etre ar vroadelouriezh hag ar justis sokial.
Ul levezon vras en doe war ar Jungkonservativen (Ar virourien yaouank) evit o enebiezh ouzh Republik Weimar. Dedennet e voe gant ar strollad nazi mes ne gare ket mennozhioù Hitler hag a gave re boblelour. An nazied a gemeras mennozhioù ag e levr Das Dritte Reich memestra, an titl da gentañ, ha mennozh an Übermensch diwezhatoc'h.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.