From Wikipedia, the free encyclopedia
Arbeit macht frei zo ul lavar alamanek a vez troet e brezhoneg gant al labour a ra an den dishual, pe el labour emañ ar frankiz.
Er frazenn-se e kaver kelennadurezh Hegel, a wele ar frankiz el labour.
E 1872 e tiflukas ar gerioù "Arbeit macht frei" gant ar romantour Lorenz Diefenbachthe, ur broadelour alaman, ha lakaet e voent da ditl ur romant. Evel-se eo e voe brudet ar bomm e-touez broadelourien .
E 1928 e voe kemeret evel slogan gant gouarnamant Weimar da vrudañ o folitikerezh da gaout un dizober eus an dilabour, diwar batrom ur slogan all, "Stadtluft macht frei" ("Aer kêr a zishual (an den)").
Goude-se c'hoazh, e voe implijet gant ar gompagnunezh alaman IG Farben, skrivet en o holl labouradegoù, evit dic'hoantañ al labourerien da aozañ sindikadoù.
Miret e voe gant an NSDAP, ar strollad nazi, pa erruas e penn ar vro e 1933.
Met n'eo ket hini ebet eus ar sterioù kent zo bet roet diwezhatoc'h gant an nazied, a skrivas ar ger e meur a gamp-bac'h, hini Auschwitz dreist-holl, a oa stag ul lodenn anezhañ ouzh ul labouradeg kimiek a oa da IG Farben, ha ma labouras prizonidi evel ar c'himiour italian yuzev Primo Levi.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.