Ar c'hazh gant heuzoù ler (Kazh e heuzoù a-wechoù dre verrdo) zo ur gontadenn diwar-benn ur c'hazh korvigellek embannet gant Al Liamm e 1957 er rummad Levrioù ar vugale. Troet eo bet diwar ar gontadenn c'hallek Le Maître chat ou le Chat botté gant Charles Perrault (1628-1703) er XVIIvet kantved.
E 1634 e voe embannet un doare italianek all, anvet Gagliuso, er Pentamerone gant Giambattista Basile. Ne seblant ket ar gontadenn bezañ bet anavezet gant Perrault, ha ne voe troet e galleg en e amzer. Ar paotr amañ zo ur c'hlasker-bara anvet Gagliuso (a-wechoù Cagliuso) ha sikouret eo ivez gant e gazh. Met disheñvel eo ar fin. Cagliuso a bromet un arched aour d'e gazh pa varvo. Tri devezh goude e ra van ar c'hazh da vervel ha klevout a ra Gagliuso o lavarout d'e wreg skeiñ ar c'hazh marv er-maez dre ar prenestr. Neuze e sav ar c'hazh hag e tamall e vestr, o c'houlenn ha hennezh eo ar gopr prometet evit ar sikour roet dezhañ da wellaat e stad. Neuze e red kuit ar c'hazh eus ti e vestr dizanaoudek.
En 1729, e voe troet skrid Perrault e saozneg gant Robert Samber, ma oa anvet The Master Cat, or Puss in Boots hag embannet e Londrez gant J. Pote ha R. Montagu en dastumad Histories, or Tales of Past Times
E 1797 Der gestiefelte Kater a oa ur gomedienn alamanek gant Ludwig Tieck.
Er gontadenn c'hallekLe renard doré, embannet e 1900 en dastumad Contes des landes et des grèves e kaver un tamm eus danvez ar gontadenn, hag an anv ""marquis de Carabas meneget ouzhpenn ugent gwech[1].
Skeudenn evit an embannadur saoznek gant Otto Speckter.
Skeudenn evit Der gestiefelte Kater gant Moritz Von Schwind en 1849.
Marvet eo ar miliner ha rannet e vadoù etre e dri mab.