From Wikipedia, the free encyclopedia
Achaea, pe Ac'haia (e gregach Ἀχαΐα, Akhaia; e latin: Achaia), a oa ur broviñs roman e kreisteiz Gres a vremañ, savet en 27 kent JK gant an impalaer roman Augustus pa voe adaozet an impalaeriezh gantañ goude ar brezelioù diabarzh. Enni e oa : Peloponnesos, Attica, Boeotia, Euboea, an Inizi Kikladez ha darnoù eus Phthiotis, Aetolia-Acarnania ha Phocis.
En hanternoz dezhi e oa proviñsoù Epirus vetus ha Macedonia. Staget e voe gant ar Romaned ouzh Republik Roma e -146 goude arigrap Korinthos kaset da benn gant ar jeneral roman Lucius Mummius, a c'hounezas neuze e g-cognomen "Achaicus" ("alouber Achaea"). Neuze e voe ebarzhet e proviñs roman Macedonia, a oa enni Gres en he fezh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.