| ||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||||
Darvoudoù
- 1440 : lakaet eo harz war Jili Laval, baron Raez e Machikoul.
- 1556 : an Impalaer Karl V a guita Vlissingen en Izelvroioù da vont da Spagn.
- 1821 : Guatemala, El Salvador, Honduras, Nicaragua ha Costa Rica a embann ez int dizalc'h diouzh Spagn.
- 1873 : dibenn ar Brezl etre Bro-C'hall ha Prusia : mont a ra kuit ar soudarded prusian diwezhañ eus Bro-C'hall.
- 1887 : enaouet eo evit ar wech kentañ tour-tan ar Wrac'h Vras, etre Enez-Sun ha Beg ar Raz.
- 1912 : kentañ krogad mell-droad e Stad Hent an Oriant e Roazhon.
- 1932 : deroù Gouelioù ar Bleun Brug e Brest.
- 1935 : Lezennoù Nuremberg bet votet gant an Trede Reich.
- 1935 : en Alamagn eo degemeret banniel an Nazied da vanniel ar vro.
- 1952 : gant Aozadur ar Broadoù Unanet eo roet Eritrea da Etiopia.
- 1959 : beaj Nikita C'hrouchtchov da Stadoù Unanet Amerika.
- 1975 : rannet eo Korsika e daou zepartamant : Haute-Corse (Korsika-Uhel) ha Corse-du-Sud (Korsika-ar-Su)
- 2000 : digoradur ar XXVIIvet C'hoarioù Olimpek hañv e Sydney gant William Deane, gouarnour-meur Aostralia.
- 2001 : ar 7vet embannadur eus ar c'hCatholicon gant Gwennole ar Menn.
Ganedigezhioù
- 1254 : Marco Polo, marc’hadour hag ergerzher eus Venezia.
- 1613 : François de La Rochefoucauld, skrivagner gallek.
- 1789 : James Fenimore Cooper, skrivagner amerikan.
- 1846 : Louis Tiercelin, barzh ha dramaour.
- 1858 : Charles de Foucauld, milour, ergerzher ha misioner gall.
- 1890 : Agatha Christie, skrivagnerez romantoù polis.
- 1894 : Jean Renoir, filmaozer ha saver senario gall.
- 1897 : William Faulkner (1897-1962), skrivagner amerikan, tapet gantañ Priz Nobel al Lennegezh e 1949.
- 1941 : Flórián Albert, melldroader etrebroadel ha gourdoner hungarian.
- 1946 : Carlo Micheli, mestrc'hoarier echedoù italian.
Marvioù
- 1700 : André Le Nôtre, liorzhour gall.
- 1750 : Charles Theodore Pachelbel, sonaozer alaman.
- 1945 : André Tardieu, kentañ ministr Bro-C'hall.
- 1960 : Héctor Castro, melldroader etrebroadel ha gourdoner uruguayat.
- 1978 : Willy Messerschmitt, savour kirri-nij alaman.
- 1898 : Héléna Manson, aktourez (c'hoariva, sinema ha skinwel) c'hall.
- 1898 : Moana Pozzi, aktourez italian filmoù porno.
- 2006 : Oriana Fallaci, skrivagnerez italian.
- 2008 : Richard Wright, kaner ha soner saoz, unan eus pevar c'hrouer ar strollad Pink Floyd.
Lidoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.