From Wikipedia, the free encyclopedia
Ul lizherenn latin ispisial eo Ñ, ñ, deuet diwar al lizherenn n.
Brudet eo an ñ (la eñe) spagnolek dreist-holl abalamour ma vez implijet da skrivañ ar son (LFE) [ɲ], da lâret eo ar son skrivet gn hervez reolennoù reizhskrivadur ar brezhoneg a-vremañ.
Diorroet e oa bet diwar daou n, unan bihan skrivet a-us d'egile, o tiskouez orin latin seurt gerioù e spagnoleg, da skouer annum > año.
Deuet eo da vezañ ivez arouez ar spagnoleg, betek ma oa bet klasket, e 1991, mirout a enporzhiañ urzhiataerezioù e Spagn keit ha ma ne vije ket lakaet al lizherenn-se war o zouchennaouegoù.
Pennadoù zo bet skrivet gant tud a bep seurt da zifenn an ñ (la eñe), evel ar skrivagnerien María Elena Walsh[1]/ ha Gabriel García Márquez (Priz Nobel al Lennegezh)[2].
Dre levezon ar spagnoleg e vez implijet ivez evit skrivañ an hevelep son e meur a yezh komzet e Spagn, pe yezhoù all komzet e broioù bet levezonet gant Spagn, da skouer :
E yezhoù all c'hoazh e vez kavet :
E yezhoù romanek all e vez implijet lizherennoù all evit ober diouzh ar son-se, da skouer
Implijet e vez al lizherenn-mañ e brezhoneg ivez evit merkañ friadur ar vogalenn a-raok, hep na zeufe kensonenn n ebet war he lerc'h, da skouer: -mañ (LFE: [mã]). Kavet e vez war-lerc'h a, e, i, o, u, eu, da skouer er gerioù klañv, kreñv, fiñv, moñs, kuñv, steuñv.
Lavaret e vez a-wechoù e vez kavet e Geriadur ar Gonideg, embannet e 1821. Gwir eo, met
Fañch an Uhel avat, a skrive "cana" pe "canan" (pa veze "kana" gant ar Gonideg).
E KLT, adal 1908, e servijo da skrivañ :
Ne oa ket gwall implijet a-hend-all.
E-barzh embannadur La langue bretonne en 40 leçons[7] e lenner:
Er bajenn 86 e skriver an anvioù-verb beza, beva, kreski, debri .... Ne gaver ket meneg eus ar ger tilde, hag ar makron eo a zo implijet, marteze peogwir e vanke an dildenn er stal.
E KLTG, goude 1941 eta, ne voe ket implijet stank da gentañ.
E 1944, er C'hoariva brezhonek, eo an n makronet ("n̄") a gaver (p. 131: sentin̄, klan̄v), pe "n" hepken (Fransez, p. 131). E 1947 e voe implijet a-hed 500 pajennad Yezhadur Bras ar Brezhoneg gant Frañsez Kervella. Koulskoude, el lizherennoù bras, n'eo ket Ñ a gaver, met N, dre abegoù teknikel moarvat.
E falhuneg ne vez ket implijet e dibenn an anv-verb (eva, kana), met evel e KLT en adverboù amañ ha bremañ', e dañsal, eñ, neñv, klañv, evel e-barzh Komzom, lennom ha skrivomp brezoneg[8]. Koulskoude, dre ma n'eo ket ofisiel ar brezhoneg, e chome dister an implij anezhañ en anvioù-lec'hioù betek ar panelloù-lec'h kentañ er bloavezhioù 1980. E 2017 e savas reuz Afer Fañch Bernard.
Kavet e vez ñ en un nebeud anvioù kumunioù:
E galleg a hiriv, n'eus ñ ebet en un doare ofisiel. Er fedoù eo un tammig disheñvel.
Implijet eo bet an arouez e galleg[9].
Savet eo ar stad c'hall a-enep d'an arouezioù ha ne gaver ket e galleg, ha difennet ober, abalamour da se, gant an anv Fañch war marilh an ti-kêr[11].
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.