From Wikipedia, the free encyclopedia
Zec'haria (Daveoù a vank), pe Zakaria[1] pe Zakari[2] a zo anv ur beleg, eus rummad Abia, gwaz Elizabed, eus rummad Aaron, kenitervez da Vari, mamm Jezuz. Tad Yann Vadezour eo.
Elizabed ha Zec'haria a oa daou bried war an oad o-daou ha divugel. Dont a reas un ael da lavarout da Zac'harias : ... selaouet eo bet da bedenn : da bried Elizabed a c'hano ur mab, hag e roi dezhañ Yann da ano"[3].
Ne gredas ket Zec'haria ar pezh a c'hoarveze hag e voe lavaret dezhañ gant an ael Gabriel : "Setu eta ma vezi mut hep gallout komz muioc'h betek an deiz ma tegouezho an traoù-mañ, dre n'ac'h eus ket kredet em lavaroù hag a zeuio da wir d'o c'houlz"[4].
Ur wech deuet ar c'houlz da amdroc'hañ ar bugel e adkavas ar gomz goude bezañ skrivet war un dablezenn an anv a felle dezhañ evit e vab hag e lavaras ur c'hantik evit bennigañ Doue (Lk 1,67-79).
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.