Youriy Gagarin

From Wikipedia, the free encyclopedia

Youriy Gagarin

Youriy Alekseyevitch Gagarin (rusianeg: Ю́рий Алексе́евич Гага́рин, Youriy Alekseyevitch Gagarin [jurʲɪj ɐlʲɪˈksʲeɪvʲɪtɕ ɡɐˈɡarʲɪn]) (9 a viz Meurzh 1934 - 27 a viz Meurzh 1968) a oa un egoraer soviedel hag un Haroz eus an Unaniezh Soviedel.
D'an 12 a viz Ebrel 1961, e bourzh an egorlestr Vostok I, e oa bet an den kentañ o vont en egor. Ur gelc'htro a reas en-dro d'an Douar e-pad 1 eurvezh hag 48 munut. Gagarin en doa servijet goude-se evel rener ar gourdoniñ evit kreizenn gourdoniñ an egoraerien nepell diouzh Moskva, a voe adanvet dre e anv. Marvet e 1968 pa oa pilet e garr-nij gourdoniñ MiG-15. Ar Fédération Aéronautique Internationale en doa krouet ar vedalenn aour Youriy A. Gagarin evit e enoriñ.

Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...
Youriy Gagarin
Thumb
den
Reizh pe jenerpaotr 
Bro ar geodedouriezhUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel 
LealdedUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel 
Anv e yezh-vamm an denЮрий Алексеевич Гагарин 
Anv ganedigezhЮрий Алексеевич Гагарин 
Anv-bihanЮрий 
Anv-familhGagarin 
Patronym or matronymAlekseyevich 
Deiziad ganedigezh9 Meu 1934 
Lec'h ganedigezhKlushino 
Deiziad ar marv27 Meu 1968 
Lec'h ar marvNovosyolovo 
Doare mervelmarv dre zegouezh 
Abeg ar marvaircraft crash 
Lec'h douaridigezhKremlin Wall Necropolis 
TadAleksey Gagarin 
MammAnna Gagarina 
PriedValentina Ivanovna Gagarina 
BugelYelena Gagarina, Galina Gagarina 
Yezhoù komzet pe skrivetrusianeg 
Michernijer karr-nij, Astraer, ofiser, politiker, ergerzhour 
ImplijerYuri Gagarin Cosmonaut Training Center, Supreme Soviet of the Soviet Union, Central Committee of the AULYCL, Vostok 1 
Kargdeputy of the Supreme Soviet of the Soviet Union 
Bet war ar studi eSaratov Pedagogical College, Orenburg Military Aviation Piloting High School, Zhukovsky Air Force Engineering Academy, Lyubertsy technical school 
Lec'h annezUnaniezh ar Republikoù Sokialour ha Soviedel 
Kefridi astraerVostok 1 
Strollad politikelStrollad Komunour an Unaniezh Soviedel 
Perzhiad e22nd Congress of the Communist Party of the Soviet Union, 23rd Congress of the Communist Party of the Soviet Union 
Grad milourelKoronal, podpolkovnik, major, senior lieutenant, letanant 
Skour luYuri Gagarin Cosmonaut Training Center, Soviet Air Forces 
Ezel eusInternational Academy of Astronautics, First group of Soviet cosmonauts 
Darvoud-alc'hwezspaceflight 
Deskrivet dreBust of Yuri Gagarin, Irakleio 
Serriñ

Buhez

Youriy Gagarin a oa bet ganet d'an 9 a viz Meurzh 1934 e kêriadenn Klushino, nepell diouzh Gzhatsk (adanvet Gagarin e 1968 goude e varv). Labourerien e oa e dud en un atant kenstrollet : Alexey Ivanovich Gagarin evel kalvezer ha mañsoner, Anna Timofeyevna Gagarina evel dastumerez laezh. An trede bugel a-ziwar pevar e oa Youriy, goude e vreur henañ Valentin, e c'hoar Zoya, hag a-raok e vreur Boris.
Evel milionoù a dud en URSS, ar familh Gagarin a oa bet gwasket gant an nazied e-pad an Eil Brezel-bed. Klushino a oa bet e dalc'h an Alamaned e miz Du 1941 pa oant o tagañ Moskva. Un ofiser alouber en devoa kemeret ti ar re Gagarin. Ar familh a oa bet aotreet da sevel un ti pri e-tro 9 m² gorread e ziabarzh war an dachenn a-dreñv an ti gwirion. Chomet e oant da grakvevañ eno e-pad ur bloavezh ha nav miz betek fin an dalc'h alaman war ar gêriadenn. E,1943, ar breur hag ar c'hoar koshañ a voe harluet gant an Alamated e Polonia evel sklaved labour ; distroet e oant e diwezh ar brezel e 1945 nemetken. E 1946, ar familh he devoa dilojet e Gzhatsk. Eno e kendalc'has Youriy Gagarin gant e studioù eil derez.

Amsklaer e chom marv Youriy A. Gagarin hiziv an deiz c'hoazh[1].

Levrlennadur

  • Jenks, Andrew L. : The Cosmonaut Who Couldn't Stop Smiling: The Life and Legend of Yuri Gagarin, Northern Illinois University Press, 2012 (ISBN 978-0-87580-447-7).

Liammoù diavaez


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveennoù

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.