Yom ha-Shoah
From Wikipedia, the free encyclopedia
Yom Hazikaron laShoah ve-laG'vurah ((he) יום הזיכרון לשואה ולגבורה, ger-ha-ger 'Devezh Koun ar Shoah hag an Harozegezh'), anavezet kentoc'h en Israel hag er bed dindan an anv Yom ha-Shoah (יום השואה), Devezh ar Shoah, eo un devezh gouel dalc'het en Israel e koun ar 6 milion a Yuzevien lazhet e-pad ar Shoah da vare an Eil Brezel Bed gant an nazied hag e koun ar Rezistañs yuzev. Savet e oa bet e 1951 a-raok bezañ kadarnaet dre lezenn gant ar C'hnesset e 1959. Degouezhout a ra d'ar 27 a viz Nisan (e miz Ebrel pe e miz Mae) met ma vez d'ar Chabat e vez daleet pe araokaet eus un devezh.

Lidet e vez en Israel gant lidoù ha prezegennoù a bep seurt, a gomañs da noz an deiz a-raok e kreizenn Yad Vashem ha kenderc'hel a ra an devezh-pad gant ur prantad kreñv da 10 eur ma son siren ar sistem difenn ha ma chom an holl a-sav gant ar pezh emaint oc'h ober (ha pa vije bleniañ) evit chom en o sav e-pad 2 vunutenn. Lidet e vez ivez gant ar c'humuniezhoù yuzev er bed a-bezh gant bodadegoù, prezegennoù, lidoù enaouiñ goulaouennoù-koar pe lenn anvioù ar re zo aet traken.
E 2020 e oa bet dalc'het d'ar 21añ a viz Ebrel pa vo d'an 8 a viz Ebrel e 2021.
Diazezoù |
---|
Enepyuzevegezh • Gouennelouriezh • Naziegezh • Lezennoù Nürnberg • Eutanaziezh T-4 • Kamp-bac'h nazi • Roll kampoù-bac’h an nazied • Tric'horn (kampoù bac'h) • Gouennlazh |
Yuzevien |
Shoah |
Pogromoù : Nozvezh ar strink |
Ghettoioù an nazied : Ghetto Varsovia • Ghetto Łódź • Ghetto Krakovia • Theresienstadt |
Einsatzgruppen : Babi Yar • Rumbula • Lazhadeg Ponary • Lazhadeg Odessa |
Diskoulm diwezhañ : Kendiviz Wannsee • Aktion Reinhard • Ziklon B |
Kampoù-diouennañ : Auschwitz-Birkenau • Bełżec • Bergen-Belsen • Buchenwald • Chełmno • Dachau • Kreñvlec'h Breendonk • Oranienburg • Sachsenhausen • Sobibór • Treblinka |
Rezistañs : Emsav Ghetto Varsovia |
Romed |
Porajmos |
Slaved |
Generalplan Ost |
Heñvelrevaded ha Lesbianed |
Istor an dud heñvelrevel dindan ren an nazied |
Torfedourien bennañ |
Trede Reich : Adolf Hitler • Reinhard Heydrich • Adolf Eichmann • Heinrich Himmler • Rudolf Höss • SS • Gestapo |
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.