Remove ads
From Wikipedia, the free encyclopedia
Yann-Loeiz Emili (Jean-Louis Émily e marilh ar boblañs) zo ur skrivagner brezhonek, un troour pezhioù-c'hoari hag saver eñvorennoù ganet e Kleder, d'an 9 Genver 1884 ha marvet e Lannolon d'ar 27 Here 1923. Skrivañ a reas pennadoù brezhonek er c'helaouennoù, dindan an anv-pluenn Ab Eozen peurvuiañ. Mervel a reas diwar ar gloazioù en doa tapet en un emgann evit ar Vro.
Mab e oa d'ar gov Yann Vari Eozen Emili ha da Vari-Añjela ar Moal. Studioù uhel en doe graet pa voe ur saozneger ampart hag ur saver pennadoù brezhonek evit ar Courrier du Finistère hag eñ mignon d'ar rener, Kaourintin an Ourz. E droidigezhioù pezhioù-c'hoari a voe embannet dalif.
Darempredoù en doe gant ar silhonisted hag ar sindikalourien kouer tro-dro da Gastell-Paol, asambles gant ar veleien Francis Bellec ha Charles Bonniec[1]. Prizoniet e oa bet e emgann Bapaume e derou an Brezel-bed kentañ ha kaset en ur c'hamp-bac'h prizonidi-brezel betek Nedeleg 1918. Kaset en doe e eñvorennoù a-dammoù er Courrier du Finistère e 1919 ha 1920.
Mervel a reas tri miz goude e eured, war-nes bezañ daou-ugent, diwar ar gloazioù gouzañvet er brezel. Dimeziñ en doe graet d'an 6 Eost 1923 e Lanollon gant Marie Pierre Tilly, ganet e 1893 er gumun-se.
Perzh a gemeras e krouidigezh Sindikad Kastell.
A-raok ar brezel e skrivas pennadoù er c'helaouennoù gant ur spered katolik hag voe tost d'al luskad katolik araokour, Le Sillon, ma voe Ann Hader e gelaouennig e Breizh.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.