From Wikipedia, the free encyclopedia
Ya ! zo ur gazetenn divyezhek sizhuniek.
Ar gazetenn vrezhonek sizhuniek nemeti war baper eo. Krouet e voe e miz Mae 2005 gant an ti-embann brezhonek Keit Vimp Bev, staliet e Laz (Bro-Gerne - Penn-ar-Bed). A-vent eo gant Le Télégramme, met 12 pajennad hepken zo enni. Ur bajenn a-bezh a zo e gallaoueg e pep niverenn abaoe miz Gwengolo 2022.
Rener an embann eo Gégé Gwenn, a zo kenbrezidant an ti-embann ivez (gant Ludsine Briand).
Skrivagner eo Gégé Gwenn.
En daouzek pajenn e kaver pennadoù a bep seurt : politikerezh, diorren ar brezhoneg, diduamant, skiantoù, kronikennoù, sportoù, deiziataer (gouelioù, programmoù skinwel, darvoudoù sevenadurel).
Er bajenn ziwezhañ e vez kavet an talbenn "Un emgav gant..." a-us d'ur pennad-kaoz gant un den, brezhoneger·ez.
Renevezet eo bet ar vaketenn e-barzh an niverenn 900 e miz Gwengolo 2022.
Bouetet e vez ar gazetenn gant kenlabourerien a-youl vat a gas pennadoù ingal (Yann Yeun ar Gov, Maguy Kerisit, Fabien Lécuyer, Fanny Chauffin, Yann Gerven, Paol Mingant, Gégé Gwenn).
Ya !
Keit vimp bev F29520 Laz
Pellgomz : 02 98 26 87 12
Postel : darempred@ya.bzh
Lec'hienn : www.ya.bzh
Porched Breizh – Adkavit pennadoù ha rummadoù Wikipedia a denn da Vreizh. |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.