X-SAMPA pe Extended SAM Phonetic Alphabet (X-SAMPA) ("Lizherenneg fonetik SAM ledanaet") a zo ur sistem evit gallout kas da-benn treuzskrivadennoù fonetik pe fonologek gant lizherennoù boutin al lizherenneg latin hep lizherennoù pe sinoù diakritek ispsial, da lâret eo oc'h ober gant an arouezennoù 7-bit an ASCII hepken.
Diorroet e oa bet e 1995 diwar ar sistem SAMPA kent gant John C. Wells, kelenner war ar fonetik e University of London, unan eus skolioù-meur Londrez. Pal pennañ X-SAMPA a oa unvaniñ an holl sistemoù SAMPA implijet evit treuzskrivañ bep ur yezh disheñvel a-benn krouiñ ur sistem unvan gouset da vezañ implijet evit treuzskrivañ sonioù holl yezhoù ar bed, kevatal ouzh al lizherenneg fonetik etrebroadel (LFE).
Amañ e vez kavet roll an holl arouezennoù renket hervez urzh al lizherenneg gant bep o c'hevatalder hervez al LFE.
Notennoù
- Kevatal eo talvoudegezh abn holl arouezennoù al LFE ha re X-SAMPA.
- Gant X-SAMPA e vez implijet an arouzenn "\" evit krouiñ arouzennoù nevez, d.s. O a ra dave d'ur son disheñvel diouzh O\ hep liamm ebet kenetreze o-daou.
- Hervez reolennoù X-SAMPA e vez skrivet ar sinoù diakritek diouzhtu war-lerc'h an arouezenn ma'z int stag oute etreget ar re-mañ: ~ (friadur; = (kensonenn silabennek) ha; ` (kensonenn tro-gil pe vogalenn rotek), stag ar re-mañ ouzh an arouezenn ma reont dave outi gant an arouezenn-liammañ ispisial _.
- Gant X-SAMPA e vez implijet an hevelep arouezenn _ evit liammañ div elfenn ur gensonenn kendistaget.
- Implijet e vez an niveroù _1 - _6 evit merkañ buan-ha-buan tonennoù resis kavet e yezhoù resis.
Arouezennoù diazezet war lizherennoù bihan
Muioc'h a ditouroù LFE, LFE (skeudenn) ...
X-SAMPA | LFE | LFE (skeudenn) | Deskrivadur | Skouerioù |
a | a | | Vogalenn digor a-raok plaen | Galleg dame [dam], Spagnoleg padre ["paD4e] |
b | b | | Kensonenn diweuz dre serriñ mouezhiet | Saozneg bed [bEd], Galleg bon [bO~] |
b_< | ɓ | | Kensonenn diweuz dre entarzhañ mouezhiet | Sindeg ɓarʊ [b_<arU] |
c | c | | Kensonenn staon dre serriñ divouezh | Hungareg latyak ["lAcAk] |
d | d | | Kensonenn kevig dre serriñ mouezhiet | Saozneg dig [dIg], Galleg doigt [dwa] |
d` | ɖ | | Kensonenn tro-gil dre serriñ mouezhiet | Svedeg hord [hu:d`] |
d_< | ɗ | | Kensonenn kevig dre entarzhañ mouezhiet | Sindeg ɗarʊ [d_<arU] |
e | e | | Vogalenn damserr a-raok plaen | Galleg ses [se] |
f | f | | Kensonenn gweuz-dent dre daravat divouezh | Saozneg five [faIv], Galleg femme [fam] |
g | ɡ | | Kensonenn drekstaon dre serriñ mouezhiet | Saozneg game [geIm], Galleg longue [lO~g] |
g_< | ɠ | | Kensonenn drekstaon dre entarzhañ mouezhiet | Sindeg ɠəro [g_<@ro] |
h | h | | Kensonenn troc'h-avel dre daravat divouezh | Saozneg house [haUs] |
h\ | ɦ | | Kensonenn troc'h-avel dre daravat mouezhiet | Tchekeg hrad [h\rat] |
i | i | | Vogalenn serr a-raok plaen | Saozneg be [bi:], Galleg oui [wi], Spagnoleg si [si] |
j | j | | Kensonenn staon dre dostaat | Saozneg yes [jEs], Galleg yeux [j2] |
j\ | ʝ | | Kensonenn staon dre daravat mouezhiet | Gresianeg γειά [j\a] |
k | k | | Kensonenn drekstaon dre serriñ divouezh | Saozneg scat [sk{t], Spagnoleg carro ["kar:o] |
l | l | | Kensonenn kevig a-gostez dre dostaat | Saozneg lay [leI], Galleg mal [mal] |
l` | ɭ | | Kensonenn tro-gil a-gostez dre dostaat | Svedeg Svealand sorl [so:l`] |
l\ | ɺ | | Kensonenn kevig a-gostez dre stlakat | Japaneg fonem /r/ |
m | m | | Kensonenn diweuz dre fri mouezhiet | Saozneg mouse [maUs], Galleg homme [Om] |
n | n | | Kensonenn kevig dre fri mouezhiet | Saozneg nap [n{p], Galleg non [nO~] |
n` | ɳ | | Kensonenn tro-gil dre fri mouezhiet | Svedeg hörn [h2:n`] |
o | o | | Vogalenn damserr a-dreñv ront | Galleg gros [gRo] |
p | p | | Kensonenn diweuz dre serriñ divouezh | Saozneg speak [spik], Galleg pose [poz], Spagnoleg perro ["per:o] |
p\ | ɸ | | Kensonenn diweuz dre daravat divouezh | Japaneg fuku [p\M_0kM] |
q | q | | Kensonenn dre serriñ huged divouezh | Arabeg qasbah ["qQs_Gba] |
r | r | | Kensonenn kevig dre froumal | Spagnoleg perro ["per:o] |
r` | ɽ | | Kensonenn tro-gil dre stlakat | |
r\ | ɹ | | Kensonenn kevig dre dostaat | Saozneg red [r\Ed] |
r\` | ɻ | | Kensonenn tro-gil dre dostaat | Malayalam വഴി ["v6r\`i] |
s | s | | Kensonenn kevig dre daravat divouezh | Saozneg seem [si:m], Galleg session [se"sjO~] |
s` | ʂ | | Kensonenn tro-gil dre daravat divouezh | Svedeg mars [mas`] |
s\ | ɕ | | Kensonenn kevig-staon dre daravat divouezh | Poloneg świerszcz [s\v'erStS] |
t | t | | Kensonenn kevig dre serriñ divouezh | Saozneg stew [stju:], Galleg raté [Ra"te], Spagnoleg tuyo ["tujo] |
t` | ʈ | | Kensonenn tro-gil dre serriñ divouezh | Svedeg mört [m2t`] |
u | u | | Vogalenn serr a-dreñv ront | Saozneg boom [bu:m], Spagnoleg su [su] |
v | v | | Kensonenn gweuz-dent dre daravat mouezhiet | Saozneg vest [vEst], Galleg voix [vwa] |
v\ (pe P) | ʋ | | Kensonenn gweuz-dent dre dostaat | Izelvroeg west [v\Est]/[PEst] |
w | w | | Kensonenn gweuz-drekstaon dre dostaat mouezhiet | Saozneg west [wEst], Galleg oui [wi] |
x | x | | Kensonenn drekstaon dre daravat divouezh | Alamaneg Loch, Dach; Spagnoleg caja, gestión |
x\ | ɧ | | Kensonenn staon-drekstaon dre daravat divouezh | Svedeg sjal [x\A:l] |
y | y | | Vogalenn serr a-raok ront | Galleg tu [ty] Alamaneg über ["y:b6] |
z | z | | Kensonenn kevig dre daravat mouezhiet | Saozneg zoo [zu:], Galleg azote [a"zOt] |
z` | ʐ | | Kensonenn tro-gil dre daravat mouezhiet | Mandarineg rang [z`aN] |
z\ | ʑ | | Kensonenn kevig-staon dre daravat mouezhiet | Poloneg źrebak ["z\rEbak] |
Serriñ
Arouezennoù diazezet war bennlizherennoù
Muioc'h a ditouroù LFE, LFE (skeudenn) ...
Serriñ
Arouezennoù all
Muioc'h a ditouroù LFE, LFE (skeudenn) ...
Serriñ
Sinoù diakritek
Setu roll an arouezennoù kevatal d'ar sinoù diakritek implijet gant al LFE
Muioc'h a ditouroù LFE, LFE (skeudenn) ...
Serriñ