William Adama
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
William "Bill" Adama zo un dudenn ijinet e bed ar stirad skinwel Battlestar Galactica doare 2004, zo "Husky" e anv brezel. C'hoariet eo ar roll gant an aktour Edward James Olmos. Anavezet eo dreist-holl evel kabiten ( gant ar renk a gomandant) al lestr-egor brezel Battlestar Galactica. Un adweladenn eo d'an dudenn ar c'homandant Adama e stirad skinwel 1978 Battlestar Galactica ma oa c'hoariet an dudenn gant an aktour Lorne Greene.
Remove ads
Remove ads
Al lesanv
E lesanv, "Husky", a zeufe pe eus e vouezh raouliet, pe eus e nerzh kalon pa oa nevez war ar vicher soudard (keñveriet gant ur c'hi o chilpat) e-pad ar C'hentañ Brezel Cylon.
Buhez soudard
Gallout a reer gwelet roll kefridioù disheñvel an Amiral Adama pa sav Billy Keikeya un doser e-pad al lodenn "Hero". Setu penaos eo kinniget ar roll:
- D6/21311 – Kentañ kefridi: Strollad nijerien ar Battlestar Galactica
- E4/21312 – Gourc'hemennoù evit ar c'hentañ trec'h war ul lestr brezel cylon pa oa blenier ur Viper e-pad ur c'hefridi brezel
- D5/21314 – Tennet eus ar servij oberiant goude an arsav-brezel
- R6/21317 – Servij evel martolod pont er flodad kenwerzh etretrevadennel
- D1/21331 – Adlakaet er servij er flodad trevadennel
- D6/21337 – Major: Battlestar Atlantia
- R8/21341 – Ofiser pennañ : Battlestar Columbia
- C2/21345 – Komandant: Kabiten ar Battlestar Valkyrie
- C2/21348 – Komandant: Kabiten ar Battlestar Galactica
Goude marv an Amiral Helena Cain, Adama a zo enoret evel Amiral, dre abeg ma'z eus meur a vattlestar neuze. Derc'hel a raio an titl-se memes goude ma distruj an eil Battlestar, ar Battlestar Pegasus.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads