From Wikipedia, the free encyclopedia
Ar Wi-Fi, skrivet ivez wifi a vez graet eus un teknologiezh a servij da liammañ binvioù elektronek (urzhiataer, smartphone, boestoù internet...) gant ur rouedad lec'hel doare wireless LAN (WLAN) . Dre vras e vez implijet ar gwagennoù radio 2.4 gigahertz (12 sm) UHF ha 5 gigahertz (6 cm) SHF ISM. Ur rouedad WLAN a vez lakaet e surentez dre ur ger-kuzh met a c'hell chom digor d'an holl ar pezh a ro an tu da lugañ outañ ne ra forzh gant piv na peseurt benveg.
Ar Wi-Fi Alliance (brezhoneg: Kengevread ar Wi-Fi) a zispleg eo ar Wi-Fi ur "rouedad lec'hel hep neudoù" pe WLAN (wireless local area network) diazezet war skouer an Institute of Electrical and Electronics Engineers (IEEE) 802.11. A vras e vez implijet an termenadur "Wi-Fi" evel heñvelskouer da "WLAN" dre ma z'eo diazezet ar rouedadoù WLAN war ar memes skouerioù. "Wi-Fi" a zo ur merk eus ar Wi-Fi Alliance.
Aozadur Bedel ar Yec'hed a ziskler er bloavezh 2006 ne oa "Efed yec'hed ebet da vezañ gortozet dre bezañ espozet d'ar gwagennoù doare RF lañset dre ar boestoù kas pe ar rouedadoù hep neudoù (Wi-fi)"[1].
Er bloavezh 2016 eo kemmet selloù an ABY o lakaat war-raok e vije marteze ar gwagennoù elektromagnetek abeg da grignoù-bev ar familh 2B (krignoù-bev an empenn), ar studiadenn a oa unan war ar pellgomzioù hezoug muioc'h evit na vije war ar WI-Fi.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.