From Wikipedia, the free encyclopedia
Vladimir Vladimirovitch Poutin (Влади́мир Влади́мирович Пу́тин e rusianeg) a zo un den a stad rusian bet ganet d'ar 7 a viz Here 1952 e Leningrad (Sant-Peterbourg bremañ). Prezidant Kevread Rusia e voe etre 2000 ha 2008, a-raok dont da vezañ "prezidant ar gouarnamant" (kentañ ministr), anvet gant Dimitri Medvedev aet da brezidant war e lerc'h. Addilennet eo bet da brezidant e 2012 hag e 2018 evit ur resped 6 vloaz.
Владимир Путин Vladimir Poutin | |
---|---|
D'ar 14 a viz Kerzu 2021 | |
Ganedigezh | 7 Here 1952 Leningrad URSS |
Prezidant Kevread Rusia | |
Adalek | 7 Mae 2012 |
En e raok | Dmitriy Medvyedyev |
Prantad kentañ | 7 Mae 2000 – 7 Mae 2008 |
En e raok | Boris Yeltsin |
En e c'houde | Dmitriy Medvyedyev |
Prezidant Gouarnamant Rusia | |
Prantad kentañ | 9 Eost 1999 – 7 Mae 2000 • Prezidant : B. Yeltsin |
Eil prantad | 8 Mae 2008 – 7 Mae 2012 • Prezidant : D. Medvyedyev |
Internet | putin.kremlin.ru |
Dont a ra an anv « Poutine » eus ar ruseg pout' (путь) hag a dalvez « gwenojenn »[1]. Al lost-ger « in » (ин) zo merk an dro-c'hervel en unander en anvioù tud hag a glot gant an araogennoù gallek de ha du[2]. Treiñ a c'hallfer e anv gant « Duchemin »[3].
Hendadoù e dad a oa peizanted eus kêriadenn Pominovo, e-kichenn bourc'h Tourginovo (oblast Tver), e norzh Moskov. Bet e oant o chom eno abaoe diaezadenn ar gêriadenn en XVIIvet kantved. Hervez ur buhezskriver eus Vladimir Poutine, e oa e dad-kozh, Spiridon Poutin, ar c'hentañ eus e lignez bet ganet goude torridigezh ar servelezh en Impalaeriezh Rusia. Spiridon, an ezel eus e familh en doa Vladimir Poutin ar muiañ a estlamm outañ, a vije bet keginer evit ar Romanoved, ha goude hini Lenin ha Jozef Stalin[4],[5],[6][7][8].
E goñje a reas Tad Poutin, Vladimir Spiridonovich Poutin (1911–1999), e listri-spluj ar morlu, e deroù ar bloavezhioù 1930. Abred e-pad an Eil Brezel-bed e voe ezel eus batailhon distruj an NKVD[9][10][11]. Diwezhatoc'h e voe kaset en arme ha gloazet en un doare grevus e 1942[12]. Mamm-gozh Poutin eus tu e vamm a oa lazhet gant an Alamanted e tolead Tver e 1941, ha breudeur e vamm a zianadas e Talbenn ar reter e-doug an Eil Brezel-Bed[13]. Mamm Poutin, Maria Ivanovna Poutina (ganet Shelomova; 1911–1998), a oa o labourat en ul labouradeg.
Ganet eo bet Poutin d'ar 7 a viz Here 1952 e Leningrad, en URSS (Sant-Petersbourg, e Rusia hiziv)[14][15]. Ar yaouankañ e oa eus tri bugel. A-raok ganedigezh Poutin ez as daou vreur dezhañ da anaon : Alberzh, ganet er bloavezhioù 1930, a varvas pa oa c'hoazh ur c'hrouadurig, ha Viktor, ganet e 1940, a varvas gant an difteri hag an naon e 1942 e-pad Seziz Leningrad gant an arme alaman e-doug an Eil Brezel-Bed[16][17]. Un nebeud deizioù goude ma oa ganet e c'houlennas mamm Vladimir Poutin e kuzh e vefe badezet e vab en Iliz-veur an treuzneuziadur[18], daoust ma c'halle bezañ kastizet en ur feson c'harv en URSS, ur Stad dizoue hervez al lezenn.
D'ar c'hentañ a viz Gwengolo 1960 e antreas Poutin er skol Nnn. 193 e-kichen du-hont. Unan e oa eus an nebeut re eus ar c'hlasad 45 bugel ha na oant ket c'hoazh izili eus Aozadur ar Wastadourien Yaouank. Ur skoliad dister ha kerellus a oa anezhañ[19]Patrom:Refins a-raok bezañ heñchet gant ur vestrez-skol ha dizoleiñ ar sevenadur hag an arzoù, e-doug bizitadennoù e mirdioù Leningrad(Daveoù a vank).
Da 12 vloaz e krogas da zeskiñ ar sambo hag ar judo[20]. Kampion sambo Leningrad e oa meur a wezh. E 1973 e resevas an titl a vestr war ar sportoù sambo, hag e 1975 e resevas ar memes titl e judo. Plijout a ra dezhañ c'hoari tennis, skiañ, marc'hegezh ha neuial. Pa veze amzer vak gantañ e plije dezhañ lenn oberennoù Karl Marx, Friedrich Engels, ha Lenin a-hervez[21].
Mont a reas Poutin war studi ar Gwir e Skol-veur Stad Leningrad a zouge anv Andrei Zhdanov (hiziv Skol-veur Stad Sant-Petersbourg) e 1970 diplomet e oa e 1975[22]. Gouestlet e oa e dezenn da "Pennaenn genwerzhel ar vroad ar muiañ lañset war ar re all el lezenn etrebroadel"[23]. Goulennet e oa digantañ lakaat e anv e Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel (CPSU) ha chom a reas ezel anezhañ betek e ziwezh e 1991[24].
Poutin en deus studiet an alamaneg er Skol-veur 281 e Sant-Petersbourg ha komz a ra alamaneg evel eil yezh[25].
Kejañ a reas Poutin gant Anatoly Sobchak, ur c'helenner skoazeller hag a gelenne Gwir an aferioù[lower-alpha 1], hag a gemeras diwezhatoc'h ur perzh a-bouez e savadur bonreizh Kevread Rusia. Ur roll a-bouez en do Poutin e resped Sobchak e Sant-Petersburg, hag ul levezon bras en do Sobchak en hini Poutin e Moskov[26].
E 1975 e teuas da vezañ ezel eus ar c'hKGB ha pleustriñ a reas e skol 401 ar c'hKGB en Okhta, e Leningrad[14][27]. Goude pleustriñ e labouras en Eil Renerezh jeneral (enepspierezh), a-raok mont da labourat er Renerezh jeneral kentañ, ma eveshae estranjourien hag implijidi eus ar c'hoñsuladoù e Leningrad[14][28][29]. E miz Gwengolo 1984, Poutin a oa kaset da Voskov da bleustriñ e Skol-uhel banniel ruz Youri Andropov[30][31][32].
Krediñ a reer e oa kaset Poutin e Zeland Nevez gant ar c'hKGB, hag e labouras eno "dindan golo" evel gwerzher botoù Bata e kreiskêr Wellington, e-mesk traoù all[33][34][35]. Etre 1985 ha 1990 e labouras e Dresden, en Alamagn ar reter[36], dindan identelezh golo un troer[37]. Er c'hontrol eus e labour en Alamagn ar reter, e amzer tremenet e Zeland-Nevez ne oa kadarnaet morse gant ar c'hKGB. Prouet e oa a-drugarez da destoù ha da baperoù ar gouarnamant. Maer kozh Waitākere City, Bob Harvey, ha David Lange, bet kentañ ministr e-pad ar bloavezhioù 1980, o deus disklêriet o-daou e oa bet Poutin e Wellington hag Auckland[33].
"Poutin hag e geneiled ne raent met dastum pennadoù kazetennoù, dreist-holl, hag a vrasae evel-se ar menezioù titouroù didalvez produet gant ar c'hKGB", a skrive Masha Gessen en he buhezskrid eus Poutin e 2012[37]. Disteraet e oa e labour gant penn kozh servijoù ar Stasi, Markus Wolf, ha gant keneil kozh Poutin er c'hKGB Vladimir Usoltsev. Ar gazetennerez Catherine Belton a skrivas e 2020 avat e oa kement-se ur golo evit kuzhat perzh poutin e kenurzhiadur ha harp ar Strollad Arme Ruz gant ar c'hKGB. Dont a re izili ar strollad-se da guzhat da Alamagn ar reter alies gant skoazell ar Stasi. Dresden a oa ur gêr vihan hag a zeree ouzh al labour-se rak ne ne oa ket kalz spierien eus ar C'hornôg eno[38].
Goude diskar Alamagn ar reter e oa Poutin da reiñ e zilez eus servij oberiant ar c'hKGB rak savet e oa diskred war e lealded e-pad ar manifestadegoù e Dresden hag abretoc'h. Distreiñ a reas da Leningrad e deroù 1990 evel ezel eus an "adservijoù oberiant", ma labouras e-pad tri miz e kevrenn an aferioù etrebroadel e Skol-veur Stad Leningrad, dindan renerezh Yuriy Molchanov, e-keit ha ma priente e dezenn doktorelezh[29]. Eno e klaske tuta evit ar c'hKGB, hag e eveshae ar studierien. Daremprediñ a rae ivez e gelenner kozh Anatoly Sobchak, a zeufe dizale da vezañ maer Leningrad[39]. Hervez Poutin e roas e zilez gant renk ur letanant koronal d'an 20 a viz Eost 1991[39], eil devezh taol Stad 1991 a-enep ar prezidant Mikhail Gorbachev[40]. Disklêriet en deus : "Kerkent ha ma krogas an taol Stad e tivizis eus peseurt tu e oan", daoust ma kave e oa diaes ar choaz rak betek-henn en doa tremenet al lodenn vrasañ eus e vuhez eus tu ar galloud[41].
E 1999 e teskrive Poutin ar gomunouriezh evel "un hent-dall, pell diouzh red pennañ ar sevenadur"[42].
Dimeziñ a reas da Lioudmila Alexandrovna Chkrebneva e 1984. Div verc'h o deus : Maria ganet e 1985 e Leningrad ha Ekaterina ganet e 1986 e Dresden. Bet int o chom e Dresden, en Alamagn ar Reter, etre 1985 ha 1990.
E miz Mae 1990 e oa anvet Poutin kuzulier evit an aferioù etrebroadel maer Leningrad Anatoly Sobchak. En un atersadenn gant Oliver Stone e tisklêrias Poutin en doa roet e zilez eus ar c'hKGB e 1991, da-heul an taol-Stad a-enep Mikhail Gorbachev, rak ne oa ket a-du gant ar pezh a oa c'hoarvezet ha ne felle ket dezhañ labourat er spierezh dindan ar renad nevez[44]. Hervez disklêriadennoù Poutin e 2018 ha 2021 en dije labouret evel bleiner taxi da c'hounit muioc'h a archant pe tost e oa da stagañ gant ar vicher-se[45][46].
D'an 28 a viz Mezheven 1991, en em gavas e penn ar c'homite evit an darempredoù diavaez e burev ar maer, ha e karg da ziorroen an darempredoù etrebroadel, ar postadennoù arc'hant estren[47] hag enrolladur an embregerezhioù nevez. Dindan bloaz e oa graet un enklask diwar e benn gant gant Kuzul lezennel ar gêr renet gant Marina Salye. Kavet e oa en doa bihanaet prizioù hag aotreet ezporzhiadur metal evit talvoudegezh 93 milion dollar en eskemm evit ur skoazell boued estren na oa ket degouezhet morse[48][22]. Daoust da erbedadenn an ensellerien da reiñ e sac'h da Boutin e chomas e penn ar c'homite betek 1996.[49][50]. Etre 1994 ha 1996 e talc'has kargoù politikel ha gouarnamantel all e Sant-Petersbourg[51].
E miz Meurzh 1994, Poutin a oa anvet kentañ besprezidant Gouarnamant Sant-Petersbourg. E miz Mae 1995 e aozas skourr Sant-Petersbourg ar strollad politikel a-du gant ar gouarnamant, Hor c'hêr – Rusia, ar strollad frankizour savet gant ar c'hentañ ministr Viktor Chernomyrdin. E 1995 e veras kabalerezh ar strollad-se evit an dilennadegoù en douma, hag eus 1995 betek miz Even 1997 e oa e penn eus e skourr eus Sant-Petersbourg[51].
E miz Mezheven 1996, Sobchak ne oa ket addilennet e ti-kêr Sant-Petersbourg, ha Poutin, en doa renet ar c'habalerezh, a roas e zilez eus e garg er melestradur eno. Mont a reas da Voskov ma oa anvet besrener servij mererezh ar perc'hentiezh prezidantel renet gant Pavel Borodin. Derc'hel a reas ar garg-se betek miz Meurzh 1997. E karg e oa eus perc'hentiezh ar Stad en estrenvro hag aozañ a rae treuzkas madoù kozh an Unaniezh soviedel hag eus Strollad Komunour an Unaniezh Soviedel da Gevread Rusia[26].
D'ar 26 a viz Meurzh 1997 e oa anvet gant ar prezidant Boris Yeltsin besrener eus implijidi prezidant Rusia, ur post a zalc'has betek Mae 1998, ha penn eus ar c'huzul-merañ kontrol pennañ eus servij mererezh perc'hentiezh ar prezidant (betek miz Even 1998). Dalc'het e oa ar garg-se araozañ gant Alexei Koudrin ha war e lerc'h gant Nikolai Patroushev, o-daou danvez politikerien a-bouez en amzer da zont ha kevelerien da Boutin[26].
D'ar 27 a viz Even 1997, e Skol-uhel mengleuzierezh Sant-Petersburg, renet gant ar rektor Vladimir Litvinenko, Poutin a zifennas e dezenn ekonomiezh[52]. Tud eus ur strollad enklask amerikan anvet Brookings Institution a zisklêrias e oa bet kopiet 15 pajenn eus tezenn Poutin diwar un dornlevr skol amerikan[53][54].
D'ar 25 a viz Mae 1998, Poutin a oa anvet kentañ besrener eus implijidi Prezidant Rusia evit ar rannvroioù, war-lerc'h Viktoriya Mitina. D'ar 15 a viz Gouere e oa anvet e penn ar bodad da brientiñ an emglevioù diwar-benn bevennoù galloud ar rannvroioù ha penn eus kreizenn gevreadel ar prezidant, kemeret gantañ evel-se plas Sergey Shakhray. Goude anvadur Poutin, ne oa skoulmet emglev ebet, daoust ma oa bet sinet 46 emglev a seurt-se pa oa Shakhray e penn ar bodad[55] Later, after becoming president, Putin cancelled all 46 agreements.[26].
D'ar 25 a viz Gouere 1998, Yeltsin a anvas Poutin rener eus an FSB, ar servij spierezh ha surentez pennañ e Kevread Rusia en doa kemeret lec'h ar c'hKGBand[56]
D'an 9 a viz Eost 1999, Poutin a oa anvet evel unan eus an tri besministr kentañ, ha diwezhatoc'h ar memes devezh, e oa anvet kentañ ministr eus Gouarnamant Kevread Rusia gant ar prezidant Yeltsin[57]. Yeltsin a zisklêrias ivez e felle dezhañ gwelet Poutin kemer e lec'h. Diwezhatoc'h c'hoazh, ar memes devezh, e asantas Poutin da lakaat e anv en dilennadegoù[58].
D'ar 16 a viz Eost an Douma a gadarnas e bost nevez evel kentañ ministr gant 233 mouezh a-du (ha 84 a-enep, 17 neptu)[59], pa oa ret kaout 226 mouezh d'an nebeutañ. Dont a rae da vezañ pempved ministr kentañ Rusia en ur ober nebeutoc'h evit triwec'h miz. Nebeut a dud a soñje e padfe Poutin, hogos dianav er bed politikel, pelloc'h evit ar re a oa bet er post araozañ. Da gentañ penn e oa bet sellet outañ evel un den leal da Yeltsin. Evel Kentañ ministred all eus Yeltsin, Poutin ne choazas ket e vinistred e-unan. Choazet e oant bet gant melestradur ar prezidant[60].
Enebourien pennañ Yeltsin a oa krog dija da gabaliñ da gemer lec'h ar prezidant klañv, ha stourm a rejont mort da viret na zeufe Poutin da vezañ gwelet evel ur warlerc'hiad gwirheñvel. Goude tarzhadennoù ranndioù Rusia hag aloubadeg Dagestan gant moudjahidined, en o zouez izili kozh eus ar c'hKGB, diazezet e Republik tchetchen Ichkeria, e skeudenn difenner eus an urzh hag e bolitikerezh didrugar e-pad eil brezel Tchetchenia a lakaas buan e vrud vat da greskiñ e Rusia hag a roas tu dezhañ da vezañ deuet gwelloc'h evit e gevezerien gant ar boblañs.
Daoust ma ne oa liammet ouzh strollad politikel ebet en un doare ofisiel, Poutin a a harpas ar strollad Unaniezh nevez savet[61] a c'hounezas an eil dregantad brasañ (23.3%) er vouezhiadeg evit dilennadegoù an Douma e 1999, hag a harpas Poutin d'e dro.
D'an 31 a viz Kerzu 1999, Yeltsin a roas e zilez en ur feson dic'hortoz evit ar boblañs. Evit doare e oa un doare da reiñ e blas da Boutin a-raok dilennadegoù ne oa ket sur da c'hounit. Hervez bonreizh Rusia, Poutin a zeuas da vezañ prezidant Kevread Rusia da c'hortoz an dilennadegoù. Kentañ dekred sinet gant Poutin an deiz-se a oa e ditl : "Diwar-benn ar gwarantizioù roet da brezidant kozh Rusia ha da izili e familh"[62][63]. hemañ a zivize "ne vefe ket prosezet ouzh an hini a oa bet prezidant nag ouzh e familh evit tamalloù goubrenerezh"[64]. Abeg an dekred-se e oa afer goubrenerezh Mabetex ma oa lakaet izili eus familh Yeltsin e kaoz. D'an 30 a viz Eost 2000, un enklask polis (niverenn 18/238278-95) ma oa lakaet Poutin e-unan e kaoz[65][66] pa oa ezel eus kuzul-kêr Sant-Petersbourg, a oa dilezet.
d'an 30 a viz Kerzu 2000 e oa dilezet un afer all gant ar prokulor jeneral "evit diouer a brouennoù", en desped da viliadoù a deulioù kaset gant prokulored eus Bro-Suis[67]. D'an 10 a viz C'hwevrer 2001, Poutin a sinas ul lezenn kevreadel damheñvel a gemeras lec'h an Dekred sinet e 1999. Un afer a lakae Poutin e kaoz evit goubrenerezh en ezporzhiadennoù metal eus 1992 a oa brudet gant Marina Salye, met lakaet e oa da devel ha rediet e oa da guitaat Sant-Petersburg[68].
Kemeret e voe Sölƶa-Ġala, kêr-benn Tchetchnia, gant al lu rusian d'ar 6 a viz C'hwevrer 2000, ar pezh a lakaas fin da eil brezel Tchetchenia.
Da-heul dilez dic'hortoz Yeltsin e oa dalc'het an dilennadegoù d'ar 26 a viz Meurzh 2000 pa oa e enebourien o prientiñ dilennadegoù a oa da vezañ dalc'het e miz Even 2000 hepken. Poutin a c'hounezas en dro gentañ gant 53% eus ar mouezhioù[69][70].
Kregiñ a reas resped Poutin evel prezidant d'ar 7 a viz Mae 2000. Envel a reas Mikhail Kasyanov evel kentañ ministr[71].
E miz Eost 200 e tegouezhas ar c'hentañ kudenn evit brud Poutin, pa oa kavet abeg en e zoare d'ober war-dro dizeur al lestr-spluj Koursk[72]. Kavet e veze abeg er fed ma oa tremenet meur a zevezh kent ma tistrofe Poutin eus e vakañsoù, ha meur a zevezh all a-raok ma'z afe da weladenniñ lec'h ar gwallzarvoud[72]. Etre 2000 ha 2004 e stagas Poutin da wellaat ekonomiezh ar vro a oa aet war baouraat. Da welet e c'hounezas ur stourm evit ar galloud gant an oligarked, hag e tremenas ur marc'had gante. Ar marc'had-se a aotree an oligarked da viret ar pep brasañ eus o galloud, en eskemm eus o harp evit gouarnamant Poutine[73][74].
C'hoarvezout a reas skrapadenn ostajed c'hoariva Moskov e miz Here 2002. Kalz tud er c'hazetennoù rusian hag er mediaoù etrebroadel a ziouganas e vefe gwallaozet brud vat ar prezidant Poutin gant marv 130 ostaj e-pad taol an nerzhioù arbennik da saveteiñ anezhe. Koulskoude, nebeut amzer goude fin ar seziz e kreskas kalz feur aprouiñ foran ar prezidant rusian : 83% eus ar Rused a zisklêrie e oant plijet gant an doare m'en doa graet Poutin war-dro ar seziz[75].
E 2003 e oa dalc'het ur referendom e Tchetchenia hag a zegemere ur vonreizh nevez hag a zisklêrie e oa Republik Tchetchenia ul lodenn eus Rusia. Diouzh an tu all e teue ar vro da vezañ emren[76]. Peoc'haet e oa bet Tchetchenia tamm-ha-tamm goude dilennadegoù evit ar parlamant ha diazezadur ur gouarnamant evit ar vro[77][78]. E-pad Eil brezel Tchetchenia, Rusia en doa diskaret naet an emsav tchetchen. Koulskoude tagadennoù a-berzh emsavidi a zalc'he da c'hoarvezout gwezh ha gwezh all en holl norzh ar C'haokaz[79].
D'ar 14 a viz Meurzh 2004 e oa dilennet Poutin evel prezidant evit an eil gwezh gant 71% eus ar mouezhioù[81]. Degouezhout a reas skrapadenn ostajed skol Beslan d'ar 1añ–3 a viz Gwengolo 2004. Ouzhpenn 330 den a oa lazhet, en o zouez 186 bugel[82].
Ar prantad 10 vloaz goude diskar an URSS hag a-raok donedigezh Poutin e penn ar vro a oa bet un amzer a reuz e Rusia[83]. En ur brezegenn er C'hremlin e 2005, Poutin a zeskrivas diskar an URSS evel "dizeur geopolitikel brasañ an XXvet kantved"[84]. Reizhad gwarez sokial ar vro ne laboure ket ken ha digresket e oa hed ar vuhez er prantad kent respet Poutin[85]. Lakaat a reas e pleustr ur politikerezh da adsevel armerzh ar vro ha da adreizhañ ar stad evit resteurel he nerzh da Gevread Rusia. E 2005 e oa roet lañs da raktresoù broadel priorek da wellaat ar prederioù yec'hed, an deskadurezh, an obererezhioù madoù diloc'h, hag al labour-douar[86][87].
Ar prosezioù dibaouez ouzh pinvidikañ den Rusia er mare-se, prezidant ar gompagnunezh eoul ha gaz Yukos, Mic'hail C'hodorkovsky, evit floderezh hag evit klask tremen hep paeañ an tailhoù, a veze sellet oute gant ar c'hazetennoù etrebroadel evel ur respont d'an donezonoù graet gant Khodorkovsky da enebourien frankizour ha komunour ar C'hremlin[88]. Harzet e oa Khodorkovsky. Yukos a oa lakaet e freuzstal, ha gwerzhet e oa madoù ar gompagnunezh d'an inkant d'ur priz izeloc'h evit hini ar marc'had. Al lodenn vrasañ anezhe a oa prenet gant at gompagnunezh Stad Rosneft[89]. Tonkad Yukos a oa gwelet evel ur sin e tremene Rusia d'ur reizhad kapitalouriezh Stad[90][91].
D'ar 7 a viz Here 2006, Anna Politkovskaya, ur gazetennerez hag a ziskulie goubrenerezh an arme rusian hag hec'h emzalc'h e Tchetchenia, a oa diskaret gant un tenn en antre ar savadur ma oa o chom, deiz deiz-ha-bloaz Poutin. Marv Politkovskaya a sachas abegadennoù eus ar bed a-bezh. Rebechet e oa ouzh Poutin bezañ c'hwitet da wareziñ media dieub nevez ar vro[92][93] ha memes bezañ liammet gant he muntr. Poutin e-unan a lavaras e oa bet muioc'h a vec'h gant e c'houarnamant abalamour d'he marv evit da-heul he skridoù[94].
E 2007 e oa aozet "kerzhadegoù disrannidi" gant ar strollad eus an tu enep Rusia all[95], renet gant Garry Kasparov, bet kampion echedoù ar bed, hag Eduard Limonov, rener ar strollad broadel-bolchevik. Evel ma oa bet embannet a-raok, manifestadegoù e meur a gêr eus Rusia a oa enebet oute gant ar polis a stankas an hent heuliet gant ar vanifesterien hag a harzas 150 den[96].
D'an 12 a viz Gwengolo 2007 e oa divodet ar gouarnamant gant Poutin hervez goulenn ar c'hentañ ministr Mic'hail Fradkov. Fradkov a lavaras e oa da reiñ d'ar prezidant frankiz da gabaliñ evit dilennadegoù an Douma. Anvet e oa Viktor Zubkov evel ministr kentañ nevez[97]. E miz Kerzu 2007, Rusia unanet a c'hounezas 64.24% eus ar mouezhioù e dilennadegoù an Douma hervez rakdisoc'hoù an dilennadeg[98]. Trec'h Rusia unanet e dilennadegoù miz Kerzu 2007 a oa gwelet gant kalz tud evel ur brouenn ma oa harpet ar gouarnamant rusian hag e bolitikerezh gant ar boblañs en ur feson ledan[99][100].
E 2008 e tifenne ar Vonreizh outañ da vont war ar renk evit mont da brezidant evit an trede gwezh. Dilennet e oa Dmitry Medvedev, besministr kentañ betek-henn, da gemer e lec'h. Un devezh hepken goude bezañ roet ar brezidantelezh da Vedvedev, e oa anvet Poutin kentañ ministr Rusia hag e vire e c'halloud e-giz-se[101].
Hervez Poutin, trec'hiñ heuliadoù enkadenn ekonomiezh ar bed a oa unan eus an div dachennn m'en doa graet berzh e-pad e eil prantad evel ministr kentañ[87]. Stabilaat ment poblañs Rusia etre 2008 ha 2011 e oa eben, goude ur prantad hir a ziskar a grogas er bloavezhioù 1990[87].
E kendalc'h Rusia unanet e Moskov d'ar 24 a viz Gwengolo 2011, Medvedev a ginnigas en un doare ofisiel ober eus Poutin o danvez prezidant e 2012, ur c'hinnig a oa asantet gant Poutin. Pa ouzer e oa hogos holl bed politikel Rusia dindan mestroni Rusia unanet, kalz a dud a grede e oa sur Poutin da vezañ dilennet un trede gwezh.
Goude dilennadegoù ar 4 a viz Kerzu 2011, evit an Douma milliadoù a Rusianed a grogas da vanifestiñ a-enep ar floderezh en dilennadeg. Ar manifestadegoù brasañ e oa en amzer Poutin. Abegiñ a rae an disrannidi Poutin ha Rusia unanet ha goulenn ma vefe nullet disoc'hoù an dilennadeg[102]. Sevel a reas aon rak un dispac'h liv er gevredigezh[103]. A-hervez e oa aozet gant Poutin un niver a vagadoù paramilourel leal dezhañ ha d'ar strollad Rusia unanet er prantad eus 2005 da 2012[104].
Mont a reas war ar renk adarre e 2012 evit bezañ prezidant en-dro, gant skoazell ar prezidant Dmitri Medvedev ar wech-mañ. Mont a reas ar maout gantañ en-dro gentañ, d'ar 4 a viz Meurzh 2012, gant ouzhpenn 63% eus ar mouezhioù, ar pezh a ziskouezhas e oa karet c'hoazh gant ar Rusianed evel penn bras ar vro. Reiñ a reas arsellerien an OSCE da c'houzout e voe bet floderezh avat.
D'ar 24 a viz Gwengolo 2011, e-keit ha ma oa o komz e kendalc'h ar strollad Rusia unanet, Medvedev a zisklêrias e erbedfe d'ar strollad choaz Poutin evel danvez prezidant. Diskuliañ a reas ivez e oa bet skoulmet un emglev etrezo o-daou pell a oa da lezel Poutin da vont war ar renk da vezañ dilennet evel prezidant e 2012[105]. Badezet e oa an eskemm plasoù-mañ er media ar "Rokirovka", ar ger rusek implijet evit ar "rok", ar fiñv en echedoù ma cheñcher plas d'an tour ha d'ar roue war un dro[106].
D'ar 4 a viz Meurzh 2012 e c'hounezas Poutin an dilennadegoù en dro gentañ, gant 63, 6% eus ar mouezhioù, en desped d'an tamalloù niverus a floderezh[107][108][109]. Ar gostezenn enep a damalle floderezh da Boutin ha d'ar strollad Rusia unanet[110][111]. Strivoù a oa graet da lakaat an dilennadegoù da vezañ splann, en o mesk implij webcamoù er burevioù votiñ. Daoust da se e oa kavet abeg er vouezhiadeg gant ar gostezenn enep rusian hag evezherien etrebroadel an Aozadur evit ar surentez hag ar c'henobererezh en Europa abalamour da zireizhderioù prosediñ[112].
Savet e oa oberiadennoù enep-Poutin e-pad ar c'habalerezh evit dilenn ar prezidant ha diouzhtu goude. Sonadeg ar Pussy Riot d'an 21 a viz C'hwevrer hag ar prosez da-heul eo an hini vrudetañ[113]. War-dro 8000–20 000 manifester en em vodas e Moskov d'ar 6 a viz Mae[114][115] ma oa gloazet 80 den en emgannoù gant ar polis[116], ha harzet 450 den, gant 120 manifester all dastumet ouzhpenn an deiz war-lerc'h[117]. Ur vanifestadeg all a-du gant Poutin a vodas war-dro 130 000 den er sportva Luzhniki, sportva brasañ Rusia[118]. Lod anezhe a anzavas e oant bet paeet da zont, pe e oant bet rediet da zont gant o fatromed, pe a oa lakaet da grediñ e oant o vont da gemer perzh en ur festival folk[119][120][121]. Sellet e vez outi evel ar vanifestadeg vrasañ a-du gant Poutin betek-henn[122].
Kregiñ a reas prezidantelezh Poutin er C'hremlin d'ar 7 a viz Mae 2012[123]. An devezh kentañ e embannas Poutin 14 dekred, anvet a-wezhioù "Dekredoù Mae" gant ar mediaoù, en o mesk unan hir hag a embanne palioù ledan evit ekonomiezh Rusia. Dekredoù all a selle ouzh an deskadurezh, stummadur al labourerien berzhek, an darempredoù gant Unaniezh Europa, greanterezh an difenn, an darempredoù etre kenelioù, ha tachennoù politikerezh all meneget e melladoù eus program Poutin embannet e-pad ar c'habalerezh[124].
E 2012 hag e 2013, Poutin hag ar strollad Rusia unanet a lakaas lezennoù strisoc'h a-enep ar gumuniezh LGBT da dremen, e Sant-Petersbourg, Arc'hangelsk, ha Novosibirsk ; ul lezenn anvet al "lezenn rusian war ar propaganda gay", a-enep ar "propaganda heñvelreviat" (Difenn a ra arouezioù evel ar banniel kanevedenn[125][126] koulz ha levrioù bet embannet, enno danvez a denn d'an heñvelrevelezh) a oa degemeret gant an Douma e miz Even 2013[127][128]. E respont d'an nec'hamant a-berzh tud en estrenvro diwar-benn al lezenn nevez, Poutin a c'houlennas gant ar re a gave abeg enni da veizañ e oa eus al lezenn-se ur "berz war ar propaganda evit ar bedofiliezh hag an heñvelrevelezh" hag e tisklêrias e tlefe an heñvelrevidi a zeufe evit C'hoarioù olimpek goañv 2014 "lezel ar vugale e peoc'h". Nac'hañ a reas avat e oa an disterañ droukziforc'hadur a-enep an heñvelrevidi e Rusia a-fet labour, respet, pe er gevredigezh[129].
E miz Mezheven 2013, Putin a gemeras perzh er skinwel en ur vodadeg eus Talbenn hollrusian ar bobl ma oa dilennet e penn ar strollad[130] savet e 2011[131]. Hervez ar c'hazetenner Steve Rosenberg, e fell d'ar strollad-se "kevreañ ar C'hremlin ha pobl Rusia" hag un deiz, mar bez ret, kemer lec'h ar strollad Rusia unanet, a ya e vrud war ziskar mui-oc'h-mui, da harpañ Poutin[132].
Embann a reas Poutin hag e wreg Lyoudmila Chkrebneva d'ar 6 a viz Even 2013 war ar chadenn Rossiya 24 e tibriedent an eil diouzh egile.
E 2014, Rusia he doa graet meur a ergerzhadeg armet en Ukraina. Goude manifestadegoù an Euromaidan ha diskar ar prezidant Viktor Ianoukovytch, soudarded rusian hep arouezennoù, lesanvet "tudigoù glas", a gemeras lec'hioù strategek hag isframmoù en Ukraina, e Krimea. Staget e oa neuze Krimea ha Sebastopol gant Rusia goude ur referendom ma votas annezidi Krimea, hervez an disoc'hoù ofisiel, da vezañ staget ouzh Kevread Rusia[133][134][135].
Goude-se, manifestadegoù aozet a-enep divizoù kemeret gant Rada Ukrainia gant strolladoù a-du gant Rusia en Donbas a droas e brezel etre gouarnamant Ukraina hag disrannourien Republik pobl Donetsk ha Republik pobl Luhansk harpet gant Rusia. E miz Eost 2014[136], e oa treuzet an harzoù gant 80 karr brezel rusian e meur a lec'h en Oblast Donetsk hervez [137][138][139]. Sellet e voe ouzh perzh an arme rusian gant gouarnamant Ukraina evel pennkaoz faezhidigezh arme Ukraina e deroù miz Gwengolo[140][141].
Hervez ar c'helenner Andrei Tsygankov, kalz izili eus ar gumuniezh etrebroadel o deus lakaet e oa bet roet lañs d'ur seurt politikerezh estren rusian nevez a-grenn gant stagadenn Krimea ouzh Rusia[142][143]. Hervezo e oa tremenet Rusia d'un emzalc'h tagus da adsevel an Unaniezh soviedek. Ar cheñchamañt politikerezh-se a c'haller kompren emezañ evel Poutin o klask derc'hel ar broadoù e sferenn levezon Rusia pell diouzh levezon galloudoù ar C'hornôg. Evit stagadenn Krimea da vezañ hardizh ha graet dre nerzh, e bolitikerezh estren nevez a c'hallfe kaout heñvelderioù ouzh e bolitikerezh betek-henn[144].
D'an 30 a viz Gwengolo 2015 e oa aotreet an arme rusian da emellout e brezel diabarzh Siria gant Poutin, da-heul ur goulenn ofisiel a-berzh gouarnamant sirian Bashar al-Assad da gaout skoazell a-enep an emsavidi hag ar strolladoù djihadisted[145]. Obererezh an arme rusian a oa tagadennoù gant kirri-nij, tennoù misiloù hag implij kuzulierien ha nerzhioù arbennik rusian a-enep ar strolladoù a oa a-enep ar gouarnamant sirian, en o zouez ar gostezenn enep, koulz ha ar Stad Islamek, an Talbenn al-Nusra (Al-Qaida er sav-heol), Hayat Tahrir al-Sham, Ahrar al-Sham, ha Jaish al-Fatah[146][147]. Goude disklêriadenn Poutin d'ar 14 a viz Meurzh 2016 e oa bet kaset da bennvat ar c'hefridi en doa roet d'an arme e Siria hag an urzh da dennañ ar pep brasañ eus an nerzhioù rusian esu Siria[148], bagadoù rusian chomet e Siria o deus kendalc'het da stourm da harpañ gouarnamant kozh Siria[149].
E miz Genver 2017 e tisklêrias ar servijoù kuzh amerikan e soñjent e oa bet roet an urzh gant Poutin da ren ur c'houlzad levezonañ, da gentañ da zroukprezek diwar-benn Hillary Clinton ha da vihanaat he chañsoù da vezañ dilennet ha da vezañ prezidantez, ha diwezhatoc'h da harpañ Donald Trump en un doare sklaer[150]. Dinac'hañ a reas Trump dalc'hmat an disterañ emelladenn eus Rusia en dilennadegoù[151][152][153], evel ma reas Poutin miz Kerzu 2016[154] miz Meurzh 2017,[155], miz Even 2017[156][157][158], ha miz Gouere 2017[159].
Poutin a lavaras diwezhatoc'h e oa "posupl en un doare teorikel" e vefe bet un emelladenn ha ma c'hallfe bezañ bet sevenet gant hackerien rusian, dezho ur "spered brogarour"[160] hag ur wezh all e tisklêrias e c'hallfe bezañ bet graet "n'eo ket gant Rusianed memes, met gant Ukrainiz, Tatared pe Yuzevien, dezho ar vroadelezh rusian"[161]. E miz Gouere 2018 e lavaras an New York Times e oa bet soursiet a-bell zo gant ar CIA eus ur vammenn rusian a oa savet d'ur post tost da Boutin, ar pezh en doa roet tu dezhe da gaout titouroù a-bouez e 2016 e-keñver ar perzh kemeret gant Poutin e-unan[162]. Poutin en deus kendalc'het d'ober esaeoù heñvel e dilennadegoù 2020 er Stadoù-Unanet[163].
Poutin a c'hounezas dilennadegoù prezidantel Rusia e 2018 gant ouzhpenn 76% eus ar mouezhioù[164]. Deraouiñ a reas e bevare prezidantelezh d'ar 7 a viz Mae 2018[165], hag a bado betek 2024[166]. Ar memes deiz, Putin a bedas Dmitry Medvedev da sevel ur gouarnamant nevez[167]. D'ar 15 a viz Mae 2018 e kemereas perzh Poutin e digoradur pont Krimea[168]. D'an 18 a viz Mae 2018 e sinas dekredoù diwar-benn kompozadur ar gouarnamant nevez[169]. D'ar 25 e tisklêrias ne'n em ginnigfe ket da vezañ prezidant e 2024, rak diffennet e oa gant bonreizh Kevread Rusia[170]. D'ar 14 a viz Mezheven 2018 e tigore Poutin 21vet kib ar bed ar FIFA, a oa dalc'het e Rusia evit ar wezh kentañ. E miz Gwengolo 2019, melestradur Poutin a emellas e dilennadegoù rannvroel Rusia hag a cheñchas an disoc'hoù o skarzhañ holl danvez dilennidi ar gostezenn enep. Heuliet e oa evel-just gant trec'h ar strollad politikel e penn ar vro, Rusia unanet, met ivez gant manifestadegoù bras evit an demokratiezh a oa respontet oute gant harzhadegoù niverus-kenañ ha feulster a-berzh ar polis[171].
D'ar 15 a viz Genver 2020, Medvedev hag holl e c'houarnamant a roe o dilez goude prezegenn Poutin dirak ar Vodadenn Gevreadel. Poutin a ginnige kemmoù er vonreizh hag a c'hallfe astenn e c'halloud politikel goude e brezidantelezh[172],[173]. D'ar memes mare e talc'he Medvedev da labourat, en anv Poutin, da c'hortoz ma vefe savet ur gouarnamant nevez[174]. Poutin a ginnigas e vefe anvet Medvedev d'ar post nevez savet a vesprezidant eus Kuzul Surentez Rusia[175].
Ar memes deiz, Poutin a ginnigas Mic'hail Michoustin, neuze e penn ar servij telloù kevreadel, evel kentañ ministr. Antronoz e oa kadarnaet e anvadur gant an douma[176][177] hag anvet e oa dre zekred gant Poutin[178]. Ar wezh kentañ e oa e oa aprouet choaz ur c'hentañ ministr hep mouezh ebet a-enep.
Poutin a sinas un urzh d'an 3 a viz Gouere 2020 da ouzhpennañ kemmoù e bonreizh Rusia en un doare ofisiel. Tu a roent dezhañ d'en em ginnig evit div brezidantelezh all diouzh renk[179].
D'an 22 a viz Kerzu 2020 e oa sinet gant Poutin ur raktres lezenn hag a roe an immunelezh da brezidanted kozh Rusia a-hed o buhez a-enep kement prosez[180][181].
Abaoe an 11 a viz Gouere 2020 ez eus bet manifestadegoù e Krai C'habarovsk e reter pell Rusia da harpañ ar gouarnour rannvro, Sergei Fourgal, bet harzet evit muntroù meur a zen a afer[182] Dont a reas manifestadegoù muioc'h-mui enebet ouzh Poutin[183][184]. Ur sontadeg e miz Gouere 2020 a ziskouezas e oa a-du 45% eus ar Russed goulennataet gant ar manifestadegoù[185].
E miz Gwengolo 2021 e reas lu Ukraina embregadurioù gant an AFNA. Disklêriet e oa bet gant Poutin e vefe ul "linenn ruz" ma'z afe bagadoù an AFNA en Ukraina pe ma emezelfe Ukraina d'an Aozadur Atlantel. D'ar 21 a viz C'hwevrer e voe sinet un dekred gant Poutin evit anavezout Republik Pobl Lougansk ha Republik Pobl Donetsk. D'ar 24 a viz C'hwevrer e voe aloubet Ukraina gant an armeoù rusian.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.