Valakia eo an anv roet dre vras, d'an douaroù poblet gant Valaked en Europa ar Reter, ha dreist-holl hini priñselezh Valakia a voe unanet gant Moldavia da vont d'ober stad vodern Roumania .
An anv
Dont a ra eus ur ger germanek Walh a dalveze « kelteger pe latineger » hag a deufe eus anv ar bobl kelt Volked (Volcae e latin).
Kar eo ar gerioù Welsh a veze lavaret ouzh tud Kembre, ha diwar-se Wales, Gwalia, Galles. Hag ivez « Gaule », ma ne deus ket eus an anv latin Gallia. Heñvel e vije orin an anv a orin flandrezek De Gaulle, a dalvezje « an hini n'eo ket german ». Hervez R. Rohlfs[1], eo diwar "Walh" e teufe Galles (evit Wales), (...) Gaule e galleg, rak e galleg e tro wa deroù-ger e ga (wardan = garder, mirout, waidanjan = gagner, gounit) hag alh en aule (salh = saule): Gaule ne deuje ket eus an anv latin Gallia, a vije emdroet da "Geaille" e galleg,
Eus ar ger -se ivez e teufe ar gerioù Wallon, Wallonia, a lavarer eus ur c'horn-bro etre broioù ar Gelted kozh hag ar c'hermaned.
Istor
Notennoù
Wikiwand in your browser!
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.