From Wikipedia, the free encyclopedia
Ulrike Marie Meinhof (7 a viz Here 1934 en Oldenburg – marvet en noz etre an 8 hag an 9 a viz Mae 1976 e toull-bac'h Stammheim e Stuttgart) a oa ur gazetennerez alaman. E 1970 e teuas da vezañ ezel eus Rote Armee Fraktion, ur strollad a voe aozet meur a gwalldaol ganto en Alamagn, er bloavezhioù 1960–70. Unan eus izili pennañ ar strollad e oa, ober a reer strollad Baader-Meinhof anezhañ ivez. Harzet e voe d'ar 15 a viz Even 1972 goude bezañ bet diskuliet. Kondaonet e voe da 8 vloaz toull-bac'h d'an 29 a viz Du 1974[1].
Merc'h an istorour Werner Meinhof eo. E 1954 e voe degemeret gant Renate Riemeck goude marv he mamm. Gant Riemeck e veze embannet Frauen gegen Faschismus. Asambles ganti ivez, e kemeras perzh Ulrike Meinhof, er manifestadegoù a-enep ar bombezennoù nukleel.
E 1955-56 e studias ar brederouriezh, ar bedagogiezh, ar sokiologiezh hag al lennegezh e skol-veur Marburg. E 1957 e yeas da studiañ da skol-veur Münster ma kemeras perzh er Sozialistischer Deutscher Studentenbund (Strollad ar studierien sokialour). E 1955 e voe dimezet gant Klaus Rainer Roehl, hag eñ e penn ar gelaouenn Konkret. Evit ar gelaouenn-se ivez e labouras-hi betek 1968. Daou vugel a voe ganet diwar o ere.
Er bloavezhioù 1960 e tostaas muioc'h-mui ouzh emsav an tu-kleiz pellañ, hag e 1968 e voe degemeret evel ezel eus Rote Armee Fraktion goude ar gwalldaol c'hwitet a-enep ar sokiologour Rudi Dutschke. D'ar 14 a viz Mae 1970 e kemeras perzh en taol evit dieubiñ Andreas Baader. Kemer perzh a reas ivez e meur a walldaol, en o zouez an hini a-enep da salioù urzhiataerezh an arme amerikan implijet da brogrammiñ bombezadegoù er Viêt Nam. En toull-bac'h e Stammheim e e Stuttgart: e varvas en em grouget e oa, evel he c'hamaradez Gudrun Ensslin.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.