From Wikipedia, the free encyclopedia
Un drajedienn[1] zo un oberenn teatr a zo enni tudennoù lakaet e plegennoù diaes hag a c'hall echuiñ gant marv unan bennak anezho.
Eus ar ger henc'hresianek τραγῳδία (tragōidia) e teu ar ger "trajedienn", deut e brezhoneg dre ar galleg ha testeniekaet en hor yezh abaoe ar XIIvet kantved. Abaoe an Henamzer e vez savet ha c'hoariet trajediennoù. Enno e ren froudoù don mab-den. Gwechall e vezent skrivet e gwerzennoù hag an tudennoù enni a oa tud eus ar renkadoù uhelañ. Gant an trajediennoù e vez enaouet truez pe spont e kalon an arvesterien.
An trajediennoù koshañ en Henc'hres, 2500 vloaz zo, ne chom nemet ul lodenn anezho, traoù savet gant Aesc'hulos, Sofokles pe Euripides da skouer. A-hed istor mab-den ez eus bet kendalc'het da sevel trajediennoù : gant Shakespeare, Lope de Vega, Pierre Corneille, Jean Racine pe Friedrich Schiller ha, nevesoc'h zo, Henrik Ibsen, August Strindberg, Arthur Miller, Samuel Beckett, Heiner Müller pe Joshua Oppenheimer.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.