From Wikipedia, the free encyclopedia
Tracy Chevalier (19 a viz Here 1962 e Washington D.C.) a zo ur skrivagnerez amerikan hag a zo o chom e Londrez abaoe 1984. Romantoù istorel a vez skrivet ganti.
Tracy Chevalier a zo bet ganet ha desavet e Washington D.C.. He zad a oa luc'hskeudenner evit ar gazetenn The Washington Post. Studiañ a reas e Bethesda-Chevy Chase High School e Bethesda, er Maryland. Ur B.A. war ar saozneg a dapas e Oberlin College, ha goude-se e tilojas da Londrez e 1984. Eno e skrivas pennadoù holloueziadurel war skrivagnerien[1]. Ar vicher-se a zilezas e 1993, hag e stagas gant ur Master of Arts war ar c'hrouiñ lennegel e University of East Anglia. Harpet e voe gant Malcolm Bradbury ha Rose Tremain.
Stagañ a reas gant ar skrivañ gant The Virgin Blue e 1997, ha berzh a reas gant Girl with a Pearl Earring (Plac'h he ferlezenn), diwar daolenn Johannes Vermeer.
Tracy Chevalier a zo ivez Chairman e anv Bro-Saoz er Society of Authors.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.