From Wikipedia, the free encyclopedia
Tiobraid Árann (Tipperary e saozneg)[1] zo ur gêr eus Iwerzhon, e kreisteiz an enezenn. Roet he deus hec'h anv d'ur gontelezh, Kontelezh Tiobraid Árann. E 2006 e oa poblet gant tost da 5 000 a dud.
Emañ Tiobraid Árann war ribl ar stêr Ára. Ar Vikinged a oa en em staliet war un enezennig er stêr-se. En XIIvet kantved e oa bet savet ur c'hastell eno gant ar roue saoz Yann Iañ[2], met ne chom roud ebet eus ar c'hastell-se bremañ.
Ur c'hreñvlec'h saoz e oa Tiobrad Árann en XIXvet kantved hag e deroù an XXvet[3]. Betek 10 000 soudard a oa eno e-pad ar Brezel-bed Kentañ, o vezañ gourdonet a-raok mont d'an talbenn e Bro-C'hall.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.