From Wikipedia, the free encyclopedia
Sir Timothy John Berners-Lee (bet ganet d'an 8 a viz Mezheven 1955 e Londrez) a zo un ijinour hag ur stlennegour breizhveuriat, hag ur c'helenner er MIT.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Rouantelezh-Unanet |
Anv e yezh-vamm an den | Tim Berners-Lee |
Anv ganedigezh | Timothy John Berners-Lee |
Anv-bihan | Tim |
Anv-familh | Berners-Lee |
Titl noblañs | Sir |
Deiziad ganedigezh | 8 Mez 1955 |
Lec'h ganedigezh | Londrez |
Tad | Conway Berners-Lee |
Mamm | Mary Lee Woods |
Breur pe c'hoar | Mike Berners-Lee |
Yezh vamm | saozneg |
Yezhoù komzet pe skrivet | saozneg |
Yezh implijet dre skrid | saozneg |
Tachenn labour | information technology, stlenneg |
Bet war ar studi e | The Queen's College, Emanuel School |
Diplom skol-veur | Bachelor of Arts |
Honorific prefix | Sir |
Lec'h annez | Concord |
Lec'h labour | CERN |
Affiliation string | MIT Computer Science and Artificial Intelligence Laboratory (CSAIL), World Wide Web Foundation, MIT Computer Science and Artificial Intelligence Laboratory |
Relijion | Unitarian Universalism |
Ezel eus | Akademiezh vroadel ar skiantoù, American Academy of Arts and Sciences, National Academy of Engineering, Association for Computing Machinery, Royal Society |
Lec'hienn ofisiel | http://www.w3.org/People/Berners-Lee/ |
Deskrivet en URL | http://www.bbc.co.uk/things/2166d5db-3cd1-4d8a-a066-bddb220ef216#id |
Lakaet e vez da ijinadennour ar World Wide Web, en doa graet ar c'hinnig kentañ anezhañ e miz Meurzh 1989. D'ar 25 a viz Kerzu 1990, gant skoazell Robert Cailliau hag ur skipailh studierien yaouank er CERN, e kasas da benn ar c'hentañ kehentadenn pengennet etre un arval hag ur servijer HTTP dre ar Genrouedad.
E 1999 e voe lakaet Berners-Lee gant Time Magazine e-touez 100 Tudenn Pennañ an XXvet kantved. E 2007 e voe rummet er plas kentañ, a-rampo gant Albert Hofmann, e rollad 100 genezh bev The Daily Telegraph.
Rener ar World Wide Web Consortium (W3C) eo Berners-Lee, an aozadur a c'hoursell ouzh diorroadur dibaouez ar Web. Diazezer ar World Wide Web Foundation eo ivez, klasker uhel hag entitled eus Kador diazezer 3Com en MIT Computer Science and Artificial Intelligence Laboratory (CSAIL), d.l.e. Arnodva Stlenneg Naouegezh Artifisiel an MIT. Rener ar Web Science Research Initiative (WSRI) eo, hag un ezel eus poellgor aliañ ar MIT Center for Collective Intelligence (Kreizenn an MIT evit an Naouegezh A-stroll).
E miz Ebrel 2009 e voe dilennet da ezel eus Akademiezh Broadel Skiantoù Stadoù-Unanet Amerika, lec'hiet e Washington, D.C..
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.