Theodor Eicke
From Wikipedia, the free encyclopedia
Remove ads
Theodor Eicke (17 Here 1892 – 26 C'hwevrer 1943) a voe un amaezhiad eus an SS ha penn ur rann ag ar Waffen SS en Trede Reich. Unan ag ar re giriekañ evit diorren kampoù-bac'h e oa. Eicke a servijas evel eil komandant kamp Dachau etre Mezheven 1933 ha Gouhere 1934, hag a-gevret gant Michael Lippert e voe erouner Nozvezh an Hirgontilli a echuas gant lazhadenn penn an SA, Ernst Röhm, e 1934. Derc'hel a reas da ziorren reizhiad ar c'hampoù-bac'h evel Enseller Kampoù Bac'h kentañ.
Remove ads

E 1939 e teuas da vout komandant ar Rann SS Totenkopf er Waffen-SS, o ren ar rann e-pad an Eil Brezel-bed davet talbenn ar c'hornôg hag ar reter. Eicke a voe lazhet d'ar 26 C'hwevrer 1943, pa voe diskaret e garr-nij e-kerzh Trede Emgann Kharkov.
Remove ads
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Remove ads