The Pop Group
From Wikipedia, the free encyclopedia
From Wikipedia, the free encyclopedia
The Pop Group (1978-1981) a oa ur strollad post-punk eus Bristol (Rouantelezh-Unanet). Diheson e oa ar sonerezh savet gantañ, ennañ ur meskaj punk rock, reggae, dub ha free jazz. Lod brasañ komzoù ar c'hanaouennoù a oa politikel. E-touez ar strolladoù a zo bet levezonet gant The Pop Group e c'haller menegiñ Fugazi pe Rage Against the Machine[1].
Savet eo bet e 1978 gant Mark Steward (kan), John Waddington (gitar), Gareth Sager (gitar), Simon Underwood (gitar boud) ha Bruce Smith (taboulinoù ha binvioù-sko). Er bloaz goude e teuas er-maez o fladenn single kentañ, She is Beyond Good and Evil he zitl, embannet gant Radar Records.
O fladenn glok gentañ, Y he zitl, produet gant Dennis Bovell, a voe meluet gant ar vurutellerien, met ne reas ket kalz berzh. Rough Trade a zegemeras ar strollad memes tra. Dan Katsis a gemeras plas Underwood.
An dra gentañ a lakjont embann gant Rough Trade a voe ar bladenn single We Are All Prostitutes, kensavet gant ar soner violoñs Tristan Honsinger. E 1980 e teuas er-maez an albom For How Much Longer Do We Tolerate Mass Murder?, kensavet gant The Last Poets. Nepell goude-se e voe enrollet ur bladenn split asambles gant The Slits. Ar memes taboulinerez hag ar memes manager o doa an daou strollad (Christine Robertson hec'h anv). Dizemglevioù diabarzh ha kudennoù gwirel a lakaas ar strollad da baouez e 1981. An holl izili a stagas gant raktresoù all, Rip Rig & Panic, en o zouez.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.