Teodora
From Wikipedia, the free encyclopedia
Teodora, pe Theodora, Θεοδώρα e gresianeg, zo un anv-badez gresianek, stumm gwregel Teodoros, hag a gaver ivez e saozneg hag e meur a yezh all.
Gerdarzh
Savet eo diwar theos, doue, ha doron, prof. Talvezout a ra kement ha « prof digant Doue ». Un anv teoforek eo, evel an holl anvioù savet diwar ar wrizienn theos, evel Théophile, Théophraste, Théodule.
Diwar ar wrizienn doron ec'h anavezer Doris, Apollodoros.
Adstummoù
- Dorotea zo un adstumm d'an anv.
Yezhoù arall
Evit ar baotred: Théodore.
Brud
Un anv stank eo e Serbia abaoe ar Grennamzer.
Tud
- Teodora Komnena, anv meur a briñsez vizantat
Impalaerezed bizantat
- Theodora, pried Justinian ; impalaerez bizantat eus 527 betek 548. A-bouez eo bet he labour a-gevret gant he fried evit mirout unvaniezh an impalaeriezh. He foltred graet gant ur marelladur a weler en Iliz-veur San Vitale e Ravenna.
- Theodora, pried Theofilos, adsavet ganti azeulerezh an ikonoù a lider he gouel d'an 11 a viz C'hwevrer.
Impalaerezed Trebizond
- Theodora Axuchina
- Theodora Trebizond, pried Alexios Iañ Trebizond
- Theodora Kantakouzene
- Theodora Kantakouzene, pried Alexios IV Trebizond
Tud all
Meur a impalaerez e Bizantion a oa en anv-se:
- Flavia Maximiana Theodora, merc'h d'an impalaer roman Maximianus, eil pried an impalaer roman Constantius Chlorus ;
Maouezed a ouenn uhel e Roma an VIIIvet kantved :
- Teodora Iañ, pried Teofilakt ha mamm Marozia ;
- Teodora II, he merc'h.
- Teodora Petraliphaina (en henc'hresianeg : Θεοδώρα Πετραλίφαινα), pe Santez Teodora Arta (en henc'hresianeg: Αγία Θεοδώρα της Άρτας), despoina Epiro, pried Mikael II Comneno Ducas, entre 1231 ha 1266/8, santez reizhkredennek.
- Teodora Ginés, sonerez kuban
- Teodora Angelina
Filmoù
- Théodora
- Théodora, impératrice de Byzance
Pennadoù kar
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.