From Wikipedia, the free encyclopedia
Talparia talpa a zo unan eus an daou spesad eus genad Talparia e kerentiad an hoc'higed-mor hervez Word Register of Marine species WORMS[1]. Ur spesad kregin boutin an hini eo.
| |||
---|---|---|---|
Hoc'hig-mor goz | |||
Rummatadur filogenetek | |||
Riezad : | Animalia | ||
Skourrad : | Mollusca | ||
Kevrennad : | Gastropoda | ||
Urzhad : | Littorinimorpha | ||
Kerentiad : | Cypraeidae | ||
Genad : | Talparia | ||
Anv skiantel | |||
Talparia talpa (Linnaeus, 1758) | |||
D'ar vevoniezh e tenn ar pennad-mañ. |
Diskrivet eo bet ar spesad gant Linnaeus e 1758 dindan an anv genad Cypraea[2].
Heñvelanvioù a zo hervez an diskriverien evit ar spesad-se daoust d'an anv Talparia talpa o vezañ impijet un tamm muioc'h eget egile :
Kregin brav eo an Talparia talpa. Kavet e vezont etre live an izel mor ha nebeut metroù donder e mougev korailh. Mantell al loen bev a zo du gant pikoù gwenn ha seurt bronnigoù evel bizied warni.
Mentoù boutin ar c'hregin a zo etre 50 ha 76 mm hirder, met e c'hell bezañ kavet hiniennoù korrig betek 23 mm gour pe ramz, betek 106 mm.
Talparia exusta, ur spesad tost a-walc'h.
Lec'h bevañ ar spesad a zo er meurvorioù Indez hag Habask eus aodoù reter Afrika betek Kornog Amerika ar c'hreiz hag eus Madagaskar hag hanter Aostralia er Su betek su Japan en Norzh. Er mor ruz hag e korn Afrika ur spesad all tost a ve kavet Talparia exusta e plas Talparia talpa.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.