kourser gallek From Wikipedia, the free encyclopedia
Savet eo ar pennad-mañ diwar labour bet graet gant skolidi. Sikourit da wellaat an danvez, mar plij ganeoc'h.
Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv e yezh-vamm an den | Robert Surcouf |
Anv ganedigezh | Robert Charles Surcouf |
Anv-bihan | Robert |
Anv-familh | Surcouf |
Titl noblañs | baron |
Moranv | Le navigateur |
Deiziad ganedigezh | 12 Kzu 1773 |
Lec'h ganedigezh | Sant-Maloù |
Deiziad ar marv | 8 Gou 1827 |
Lec'h ar marv | Sant-Servan |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | krign-bev |
Breur pe c'hoar | Nicolas Surcouf |
Pried | Marie-Catherine Blaize de Maisonneuve |
Kar | Joseph Potier, Robert Surcouf de Maisonneuve |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Micher | Brezel kourserezh, skrivagner, ship-owner, slave trader |
Perzhiad e | Quasi-War |
Grad milourel | enseigne de vaisseau de 1re classe |
Brezel | Brezelioù an Dispac'h Gall, Brezelioù Napoleon |
Skour lu | Brezel kourserezh |
Member of the crew of | Confiance |
Ezel eus | Frañmasonerezh |
Perc'henn war | Hôtel de Surcouf |
Prizioù resevet | Marc'heg al Lejion a Enor, weapon of honor |
Robert Surcouf a oa bet ganet d'an 12 a viz Kerzu 1773 hag aet da Anaon d'an 8 a viz Gouere 1827 gant ur c'hleñved en e di. Ur c'hourser bras e oa eus Sant-Maloù, diouzh mare an dispac'h betek mare Napoleon. Anavezet mat e oa bet pa en doa trec'het ouzh bigi saoz an Triton hag ar c'hKent.
E zek bloavezh kentañ a oe sioul a-walc'h ha levezonet gant istorioù morlaeron hag hini Duguay-Trouin. Da unnek vloaz e oa Robert re durmud hervez e dad ha neuze e voe kaset da skolaj Dinan e-lec'h m'en deus bet un deskadurezh relijiel. Diaes e voe dezhañ ha goude bezañ bet distroet e ti e dud e voe lakaet da vezañ paotr-vag war le Heron.
Da c'hwezek vloaz e oa-eñ martolod war L'Aurore morianetaer evit deskiñ e vicher. Derc'hel a ra ar barr-stur hag ul letanant eus St Paol a zeuas da vezañ e vignon ; kontañ a rae dezhañ istoriou bras ar morlu. Un nozvezh e kemeras L'Aurore e varc'hadourezh. Un devezh distro e voe paket ar vag e-barzh ur barrad amzer hag ur wern a oa bet torret. Mont a reas ar vag da echuiñ he beaj war aodoù Afrika ; ar vartoloded a c'helle mont kuit met ar varc'hadourezh a zo kollet. Teir gwech ez eas Robert da gerc'hat objedoù ar vartoloded ; goude bezañ bet graet an dra-se e voe disklêriet evel letanant. Adpaket e vezont gant ur vag Portugalat ; pa zistroont e tizoloont e oa c'hoarvezet an dispac'h gall. Deuet en dro e Breizh e tizolo n'eus ket mui a vorlu Gall ha Sant-Maloù hag he deus kollet he c'hreñvder. Mall a zo gant Surcouf mont en dro war-vor ; ne ra ket forzh eus ar cheñchamantou politikel er vro ma n'eo ket difennet dezhañ ober e vicher. Dont a ra da-c'houde da vezañ kapiten ur Brick La Creol hag ur bloaz goude e vez difennet mont da gerc'hat sklaved.
E miz Geñver 1793 e lakaas ar bolitikerien da dalvezout al lezenn ez eus tu tagañ bigi an enebourien e anv ar republik. E Sant-Maloù e yud ar boblañs gant al levenez. Ar person Morin a ya da di Surcouf, ur gazetenn en e zorn, evit kelaouiñ Robert. Robert n'en deus ket gortozet evit mont war-vor, mont a ra war Le Navigateur e-giz letanant. Charles Surcouf, e vreur, a zo paket gant ar Saozon ha toullbac'het e-barzh bigi. N'eus muiñ marteloded c'hall, tapet int bet tout gant Lord Howe. Surcouf a zo bet mil vrudet e Porzh-Loeiz goude bezañ bet skarzhet blokus ar Saozon. Ur mintin e teuas ur fregat gall La prudente en enezenn, kelaouiñ a ra ez eo bet dibennet Robespierre; hag ar Saozon a zo o tont evit tagañ anezho. Mont a ra kuit pemp fregat gall evit tagañ ar Saozon.
E 1795 e c'hortoze Robert e gentañ lizher hag a rofe dezhañ ar gwir da dagañ bigi an enebour saoz met n'en doa nemet ar gwir d'en em zifenn rak aon en deus ar gouarnament rak ar Saozon.
E Gouere 1798 e kasas Surcouf e vreur Nicolas da vont e darempred gant ar Saozon evit gouzout petra z'eus da gas evit kaout Charles en dro ; ret eo bet d'an daou vreur mont da welout an amiral saoz. Mont a reont kuit eus Naoned gant la Clarisse. Eus 1798 betek 1799 e oa la Clarisse war-vor. Ar vag a zo bet tapet gant ar skorbut ha ret e voe da la Clarisse mont d'un enezenn c'hall. E-Barzh ti ar gouarnamant e tizoloont emañ ar Sybille a heul Surcouf. Evit mont en-dro war ar vor e siliont gant ur vag-all, La Confiance.
Un devezh e kejas ar Sybille gant ur vag saoz diskaret anvet Henter hag un eurvezh goude e oa Surcouf o lidañ e daol.
7 a viz Here 1800 a oa Surcouf dihunet gant ar vijil : ur vag vras, ur vag vrezel anezhi, div wech pe deir brasoc'h eget La Confiance. Kent anv ar vag gant 400 martelod enni ; Revington en deus choazet ober war dro Robert Surcouf goude e vreur Charles met ar wech-mañ eo kalz dañjerusoc'h. E-Barzh ar vag saoz ez eus 5 ladies. E-barzh ar vag gourser eo laouen ar varteloded abalamour m'en deus prometet Surcouf dezho div eurvezh laeroñsi ma c'hounezfent. An holl varteloded a zo en o flas evit an abourzhaj, sabroù, pistoled en dorn hag ar re na dagont ket (evel mezeged) a zo prest ober o labour. Dont a ra Ar Kent an hini gentañ met e-pad un eurvezh e tro La Confiance tro-dro ar Kent. Ne gompren ket Revington ar pezh ar ra La Confiance neuze e laka al ladies da ziskenn en o c'hambreier ; e-pad an amzer-se en deus roet lañs Surcouf d'an abourzhaj. Klevet e veze an tamboulinou evit an dagadenn. Surcouf a c'houlennas digant e varteloded cheñch tu da zaou ganol evit tennañ ouzh ar varteloded saoz hag e-kerzh an amzer-se eo bannet ur grenad e-kichen ar c'hapiten saoz, mervel a ra war an taol ha goude teir eurvezh emgann eo gounezet gant ar Vretoned. Memes gant marv ar c'hapitain e oar Surcouf e c'hello e vreur mont kuit eus e toull-bac'h.
Goude bezañ bet didoullbac'het e vreur, ned eas ket mui war-vor. Surcouf en deus ijinet neuz evel lakaat ur vag vihan war-vor ha lakaat gouloù enni pa'z a kuit gant ar vag-all evel-se ar bigi hag a heulie anezhañ a heulie ar vag fall (tu zo gwelet an neuz-se e-barzh ar vandenn-dreset Barbe rouge pe e-barzh ar film Master and Commander).
Mervel a reas d'an 8 a viz Gouere 1827. Bez' en doa muioc'h a 3 milion a lur c'hall.
Ofiserien ar C'hent : « Ni, Saozon, en em gann abalamour d'an enor, ha c'hwi, Gallaoued, en em gann abalamour d'an arc'hant ! »
Surcouf : « Atav en em ganner da c'hounit ar pezh n'hon eus ket. »
Alain Roman "Robert Surcouf et ses frères " editions Christel, Saint Malo. isbn:978-2-84421-050-0..mai 2007. Kendalc'h Saga ar Surcoufed, isbn:2-84421-046-5
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.