From Wikipedia, the free encyclopedia
Sub Pop Records (pe Sub Pop) a zo un ti-embann pladennoù a Seattle (Stadoù-Unanet) krouet e 1986 gant Bruce Pavitt ha Jonathan Poneman. An daou anezho a guitaas o labour evit ober war-dro Sub Pop e 1988. Dont a ra an anv eus ur fanzin bet krouet gant Pavitt pa oa er skol-veur en Olympia, hag anvet Subterranean Pop. 49% eus an embregerezh a zo bet gwerzhet da Warner Bros. Records e 1995. Brudet eo Sub Pop evit bezañ lakaet war wel strolladoù grunge Seattle evel Mudhoney, Soundgarden ha Nirvana (pladenn Bleach). Pavitt a guitaas an ti-embann e 1996, dre ma ne oa ket a-du gant an doare da gas anezhañ war-raok. E 2007 ez eus bet krouet un ti-embann stag ouzh Sub Pop, anvet eo Hardly Art. Gant Sub Pop ez eus bet un albom deuet da vezañ ur bladenn blatin : Bleach an hini eo. Div bladenn all : Give Up gant The Postal Service ha Wincing the Night Away gant The Shins a zo bet pladennoù aour.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.