From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur strollad a zo un hollad traoù pe bevien.
Niver ar pezhioù a zo bodet a c'hell bezañ dister koulz ha diniver hag a c'hell bezañ gwelet en un taol pe get. Ur ster hollek zo gant "strollad" e meur a zegouezh zo, met sterioù arbennik a zo ivez da geñver ar re a ra war dro an arzoù, ar sonerezh peurvuiañ ha da geñver an dud a glask kinnig leviañ ar strollegezhioù dre ar politikerezh.
Evit kinnig n'eus forzh petra seurt oberennoù arzel en em vodont arzourien zo, met implijet e vez ar ger strollad e-unan evit menegiñ ar sonerien bodet ar strolladoù sonerezh (a c'hellont degemerout kanerien ivez).
Gant ar ger strollad e reer dave d'an dud emezelet ennañ gant un toullad all evit kas ul lusk politikel enframmet er vuhez sokial. Ar strolladoù politikel ez eo. Diazez an demokratelezh e vezont pa 'z eus ezhomm d'ar sujedoù politikel, hiniennoù hag aozadurioù, kaout kinnigoù diwar-benn levierezh ar gevredigezh.
Am embregerezhioù a c'hell bezañ strollet evit bezañ prest da ginnig servijoù ha labourioù asambles pe implij ar memes frammoù obererezh. Ar strolladoù embregerezhioù ez eo.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.