Spoutnik
From Wikipedia, the free encyclopedia
Spoutnik (eus ar rusianeg спутник a dalvez kement ha « kenveajer » pe « loarell ») eo anv ur rummad loarelloù bet kaset gant URSS e penn-kentañ ergerzhadeg an egor.

Spoutnik 1
Spoutnik 1 a zo bet al loarell gentañ bet taolet eus an douar. E bouez a oa 83,400 kg ha tro an douar e rae dindan 97 munutenn. Skignañ a rae ur « bip-bip » war ar frekañsoù skingomz eus 20,005 betek 40,002 MHz.
D'ar 4 Here 1957 e voe taolet gant ar fuzeenn R-7. Stroñset e voe an Amerikaned gant se, un tamm evel da vare Pearl Harbor. Diskouez a rae e oa barrek ar Rusianed da gas misilennoù nukleel betek Amerika ma felle dezho.
Spoutnik 2
Taolet e voe d'an 3 a viz Du 1957, ar gigez Laika e-bourzh met ne dreistvevas ket.
Spoutnik 3
Taolet e voe d'ar 15 a viz Mae 1958 eus lec'hienn vannañ Baikonour e Kazakhstan.
Spoutnik 4
Bannet e voe d'ar 15 a viz Mae 1960. Nij kentañ ar program Vostok e voe.
Spoutnik 5
Taolet e voe d'an 19 Eost 1960. Treuzdougen a rae daou gi, Belka ha Strelka, 42 logodenn, daou razh ha meur a spesad plant ha foue. An holl a zreisvevas.
Spoutnik 6
Bannet e voe d'ar 1añ Kerzu 1960. Daou gi a oa e-barzh, Ptchelka ha Mouchka, met al loarell a voe distrujet o vont tre an aergelc'h.
Spoutnik 7 ha Spoutnik-8
Sonterezioù e oant e gwirionez, bannet war-zu Gwener.
Spoutnik 9
Taolet e voe d'an 9 Meurzh 1961. Treuzdougen a rae ur jak hag ar giez Tchernouchka. Pep tra a yeas mat.
Spoutnik 10
Taolet eo voe eus Baikonour d'ar 25 Meurzh 1961. Ur jak hag ar giez Zvezdochka a oa e-bourzh. Pep tra a yeas mat ha diroufenn.
Liamm diavaez
Wikiwand - on
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.