From Wikipedia, the free encyclopedia
Skrapadeg ar Vélodrome d'Hiver (16-17 a viz Gouere 1942), pe skrapadeg ar Vel' d'Hiv', eo anv ar brasañ skrapadeg Yuzevien kaset da benn e Pariz gant ar gouarnamant gall, anvet gouarnamant Vichy neuze, e-kerzh an Eil Brezel-bed. Tennañ a ra e anv eus ar Vélodrome d'Hiver, savet e 1909 ha diskaret e 1959, e-lec’h ma voe bac’het ar Yuzevien skrapet e Pariz ha tro-war-dro.
E miz Gouere 1942 e voe aozet gant an Trede Reich an oberiad anvet « Avel an Nevezamzer » evit herzel Yuzevien e-leizh dre Europa. E Bro-C'hall e voe lakaet ar boliserien c’hall, gant gouarnamant Pétain, da ober war-dro ar skrapadeg. E Pariz, hag er vannlev tro war-dro, ez eo neuze 9 000 poliser hag archer a voe karget da serriñ ar Yuzevien : un 13 000 bennak a voe tapet ganto da brizonidi, 4 000 bugel en o zouez. Ne zistroas nemet nebeutoc'h eget kant den, ha bugel ebet.
Meur a emvod zo bet evit aozañ Skrapadeg ar Vel' d’Hiv' :
Anavezet ez eus ivez daou fed melestradurel a zo bet kaset evit lakaat ar gwall-daol-se da vont endro:
Harzet e oa bet 12 884 Yuzev e korn-bro Pariz, en o zouesk 4 051 bugel, 5 802 blac'h ha 3 031 paotr, hervez mammennoù zo. Hervez ar prefeti-polis eo 13 152 den[3] a oa bet tapet en holl. Dont a reas un niver bras a Yuzevien a-benn da dec’hout kuit a-raok bezañ skrapet, lod o vezañ bet kelaouet eus an taol a-raok, lod all gras d’an diegi o deus bet poliserien pe archerien zo da gas o labour da bennvat, pe c’hoazh a-drugarez da sikour hiniennoù all na oant ket Yuzevien. Poanius-kenañ eo stad an dud harzet hag un c’hant bennak en em zistruj war ar prim. Darn a zo kaset gant kirri-boutin da gamp Drancy war-eeun, e norzh Pariz. Er velodrom « Vel’ d’Hiv » er XVvet arondisamant eo bac’het ar peurrest, war-dro 7 000 pe 8 000 den. Dalc’het eo ar re-mañ eno e-pad 5 devezh eus renk, en ur stad vantrus : n'eus ket bet roet boued dezho koulz lâret, pe re nebeut; un diouer bras a zour da evañ a zo ivez war al lec'h. Ar braz eus ar brizonnidi a ranke staotañ ha kac’hat er plas ma oant parket... Goude ar pemp devezh-pad eo ingalet ar brizonidi etre kampoù Drancy, Beaune-la-Rolande (Loiret) ha Pithiviers, a-barzh dispellañ anezho e Kampoù ar marv aozet gant an nazied, evel hini Auschwitz-Birkenau.
Ar skrapadeg-mañ a ya da ober ouzhpenn ar c’hard eus an 42 000 Yuzev kaset eus Frañs da Auschwitz e 1942. Diwar ar re-mañ eo 811 prizoniad hepken a chomo bev hag a zeuy war o c’hiz.
Igoret ez eus bet ur monumant-kounaat d’ar 17 a viz Gouere 1994 e Pariz, war ur vali e-kichen Kae Grenelle, anvet skwar Plasenn Merzherien-yuzev ar Vélodrome d'Hiver. Sevenet eo bet gant ar c’hizeller Walter Spitzer hag an tisavour Mario Azagury. Skeudennet ez eus warnañ tud merzheriet (bugale, mammoù dougerez, tud en oad). Kromm eo sichenn ar monumant evit reiñ da soñjal e roudenn ar velodrom a veze kerzhet warni gant sportourien redadegoù war velo a veze eno[4]. Ul lid a vez aozet dirak ar monumant-se bep bloaz war-dro ar 16 a viz Gouere.
E koun merzherien ar skrapadeg-se ez eus bet staliet ur blakenn-gounaat, gant Diazezadur evit Memor ar Shoah d’an 20 a viz Gouere 2008 en arsav-metro Bir Hakeim-Tour Eiffel[5].
Goude enklaskoù an istorourien, evel Michaël R. Marrus ha Robert Paxton da skouer, eo splann eo gant pennoù gouarnamant Vichy, evel an Ao. Pierre Laval, eo deuet ar soñj kinnig kas bugale ar Yuzevien en dispell ivez, p’o doa goulennet an nazied kaout an oadourien hepken betek neuze.
E 1979 eo kehuzet Jean Leguay, dileuriat pennsekretour ar polis broadel René Bousquet el Lodenn aloubet, evit bezañ bet o kemer perzh en aozadur ar skrapadeg. Mervel a ra e 1993, a-raok bezañ bet barnet.
Kiriegezh ar Stad gall er skrapadeg-se hag er Shoah dre vras a zo anavezet ha bet lakaet war-wel gant meur a istorour. Anzavet hag embannet eo bet ar giriegezh-se war ar groaz, evit ar wech kentañ en un doare ofisiel, gant Prezidant ar Republik C'hall Jacques Chirac d’ar 16 a viz Gouere 1995, da-geñver al lid aozet dirak ar monumant-kounaat[6].
Un nebeud filmoù a weler enno tammoù diwar-benn ar skrapadeg-se, en o mesk :
Re all a zo gouestlet d'ar skrapadeg end-eeun :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.