Sitting Bull (Tarv azezet e saozneg), pe Tȟatȟáŋka Íyotȟake ("Tarv a azez" e lakotaeg — eus tarv ar bizon ez eus anv amañ), ganet war-dro 1831 e South Dakota ha lazhet d'ar 15 a viz Kerzu1890 e Standing Rock, a oa ur penn ameriandian hag un den santel eus meuriad al LakotaedHunkpapa. Unan eus an Indianed a stourmas ar muiañ a-enep gouarnamant ar Stadoù-Unanet eo. Unan eus e drec'hioù bras a voe hini Emgann Little Bighorn d'ar 25 a viz Mezheven1876, ma voe faezhet rejimant ar jeneral George A. Custer.
Goude ar brezel e labouras e sirk William Cody e-pad un nebeud mizvezhioù.
Sitting Bull e 1885
Fedoù berr-ha-berr Reizh pe jener, Bro ar geodedouriezh ...