From Wikipedia, the free encyclopedia
Sinalunioù a reer eus al logolunioù implijet evit skrivañ ar sinaeg. E saozneg e reer gant chinese character tra ma'z eo bet goveliet ar ger sinogramme e galleg gant ar gelennerien Delphine Weulersse ha Nicolas Lyssenko eus Skol-veur Pariz VII. E sinaeg ec'h implijer an termen 漢字/汉字 hànzì (Sinalun hengounel: 漢字; Sinalun eeunaet: 汉字; Pinyin: Hànzì); talvezout a ra kement ha "lunioù skrivañ an Haned". E brezhoneg eo bet implijet an termen sinalun e 1996 gant an troour ha barzh Yann-Varc'h Thorel en e studiadenn diwar-benn ar varzhoniezh sinaek hag he furmoù.
Skritur |
---|
|
Yezhoniezh |
|
All |
Skoazell evit kodañ |
Sinalunioù (lunioù sinaek) en o skritur hengounel pe eeunaet gant o zreuzskrivadur pinyin zo war ar bajenn-mañ. Sellit ouzh ar skoazell war Unicode pe testit o merdeer ma ne welit ket anezho fraezh. |
En desped d'ar pezh a greder alies-kaer e bed ar C'huzh-heol, n'eus ket keallunioù eus an holl sinalunioù, nebeutoc'h c'hoazh hieroglifoù.
Rannet eo bet ar pennad-mañ e meur a lodenn peogwir e oa re vras. Gant al liammoù e-kichen e vo aesoc'h deoc'h merdeiñ. A-benn kompren mat pennad pe bennad e tleer bezañ bet lennet pennadoù all a-raok a-wechoù.
Renabliñ a ra unan eus ar geriadurioù sinaek brudetañ, ar 康熙字典 Kāngxī zìdiǎn, Geriadur lunioù Kangxi, bet embannet e 1717 gant Kāngxī, anezhañ eil Impalaer an dierniezh 清 Qīng (1644-1911) – 47 000 lun. Pelloc'h c'hoazh ez a geriadurioù nevesoc'h zo evel ar 中華字海 Zhōnghuá zì hǎi a roll en tu all da 85 000 lun. Evit gwir e vez renablet gant ar geriadurioù-se hapaksoù, fazioù, adstummoù, pe lunioù rouez-kenañ.
War ar pemdez eo trawalc'h gouzout digejañ etre 2 000 ha 4 000 lun evit bezañ gouest da lenn ar c'hazetennoù hag al lennegezh voutin. Gallout a ra al lenneien pe ar gaerskrivourien anavezout ouzhpenn 8000 anezho. 13 500 lun a vez renablet gant an Dictionnaire Ricci de caractères chinois (gwelet levrlennadur) anezhañ ar brasañ geriadur er c'hornôg. Gant al labour imbourc'h bras zo bet ezhomm evit dont a-benn da sevel ar geriadur klok-mañ e c'haller soñjal e klot gant an niver a lunioù implijet ha testeniekaet evit gwir abaoe Henamzer Sina betek an deizioù. N'eo ket bet kemeret e kont aze an "euzhadennoù", an hapaksoù hag an adstummoù rouez betek-re.
En hec'h oberenn meneget el levrlennadur, e vez meneget ar sifroù da-heul gant Viviane Alleton:
Evit gwir e vez kenaozet al lunioù disheñvel evit stummañ gerioù ar yezh.
Lodenn distag. Diverradur :
Tre evel ma vez impljet al lizherenneg latin evit skrivañ yezhoù deveret evel ar spagnoleg pe an italianeg met ivez evit skrivañ yezhoù all kar a-bell pe estren evel ar brezhoneg pe an euskareg e vez(e) implijet ar sinalunioù en ul lodenn vras eus ar reter-pellañ. Hep mont re bell ganti e c'haller stadañ ez eo bet roet ar patrom loc'hañ evit diorren ar skritur er rannved-se gant Sinaiz. Bras eo eta emled douaroniel ha yezhoniel ar sinalunioù. Ur fazi a vefe, kouskoude, krediñ e vez implijet ar sinalunioù en hevelep doare en holl yezhoù-se...
Lenn ar peurrest eus ar pennad.
Lodenn distag. Diverradur :
Hiziv an deiz ez eus dre vras tri seurt "doare" :
Ouzhpenn, e c'haller ober anv eus al lunioù dibar d'ar c'hantoneg hag eus diforc'hioùigoù bihan etre ar sinaluioù dornskrivet hag ar re voullet....
Lenn ar peurrest eus ar pennad.
Implijet e vez al lunioù sinaek evit skrivañ yezhoù (amañ yezhoù sinaek). En desped d'ar pezh zo bet gallet krediñ e bed ar c'huzh-heol e-kerzh ar c'hantvedoù tremenet (gant Leibniz peurgetket) n'eus ket eus ar sinalunioù arouezennoù keallunek rik a vije notennet ganto ur seurt yezh reizhpoellek ha furmel hep tamm darempred ebet gant ar yezh komzet.
Ret-mat eo en em c'houlenn eta penaos e vez eztaolet ar yezhoù sinaek dre ar sinalunioù, da lavaret eo kompren petra eo al liamm etre lunioù ar skritur ha daouad sinifier ~ sinifiad ar yezhoù-se. Da gentañ-penn e c'haller lemel kuit diouzhtu krakvennozhioù zo : ul lun ne glot ket dre ret gant ur "ger" ha n'eus ket dre ret ur ster gant pep lun. Pep lun avat, war-bouez unan, a vez distaget en ur sillabenn... Erfin, pa vo bet lennet ar pennad-mañ e vo komprenet perak n'eus ster ebet gant goulenn gouzout e anv e sinaeg.
Lenn ar peurrest eus ar pennad.
Ha 10 000 stokell warn-ugent a vije d'ar c'hlavieroù sinaek ? E gwirionez eo aes-tre ha fonnus skrivañ e sinaeg gant un urzhiataer. Ret eo anavezout mat unan eus ar reizhiadoù treuzskrivañ (pinyin, bopomofo...) memes tra. Int eo a c'hoari roll an etrefas. Evit pep soniad pe heuliad soniadoù skoet e vez kinniget d'an den ul listenn lunioù (niverus eo an heñvelsonioù). Ret eo dibab enni al lun a vez c'hoant da skrivañ. Ur wech boaziet e c'haller skrivañ un tamm mat primoc'h eget e brezhoneg zoken rak n'eus ket kement a lizherennoù da vizskrivañ.
Lodenn distag. Diverrañ :
Doujañ a ra tres ur sinalun da reolennoù strizh a zo merket drezo :
Lenn ar peurrest eus ar pennad.
Lodenn distag. Diverradur :
Meur a seurt lun zo, en o zouez nebeut-nebeut a dreslunioù, un niver bihan a geallunioù (eeun pe kenaozet) hag an darn vrasañ a-bell, anezho kenaozadoù anvet keal-fonalunioù. Dre ma ne implij ar skritur sinaek nemet un niver bihan a geallunioù n'eo ket mat ober skritur keallunek anezhañ...
Lenn ar peurrest eus ar pennad.
Lodenn distag. Diverradur :
Hervez an hengoun istorel, e vez graet gant pemp stil disheñvel dre vras evit tresañ ar sinalunioù er c'haerskriverezh (書法 shūfǎ) sinaek...
Lenn ar peurrest eus ar pennad.
|
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.