Ar Senedoù-Iliz a zo emvodoù meur en Ilizoù kristen evit resisaat poentoù eus an dogm hag aozadur an Iliz. Seizh a zo anavezet gant an teir familh Ilizoù kristen pennañ : ortodoksiezh, katoligiezh ha protestantiezh.
Sañset e vez pedet holl eskibien ar bed kristen (da lavaret eo an oikumènè e gresianeg, diwar-se e teu an anv gallek concile oecuménique) evit tabutal war ar poentoù-se ha resisaat kelenn an Iliz. Dalc'het he deus an Iliz katolik ar boaz d'ober Senedoù-meur met ne gontont ket e-touez ar Senedoù-Iliz.
Hervez kelenn an Iliz eo difazi dre ret ar Senedoù-Iliz kar un diviz eo bet dalc'het gant ur vodadeg awenet gant ar Spered Santel. An Iliz a-bezh a rank doujañ ouzh divizoù ar Senedoù-Iliz pa vezont diwar-benn ar Feiz pe ar moral. Dalc'het eo an divizoù e kanonoù hag alies e vez lakaet un anathem ouzhpenn a-enep ar re ne zegemerjent ket an divizoù. Ne lavar ket avat eo difazi kement poent ur Sened-Iliz.
Un diforc'h selloù zo memestra etre ar familhoù kristen. Ar Reizhkredourien a lavar eo difazi ar Senedoù-Iliz en o unan, peogwir int bodadegoù an eskibien awenet gant ar Spered Santel. Ar Gatoliked a lavar ouzhpenn e rank bezañ degemeret an diviz gant ar Pab padal e kred ar Brotestanted eo ar Senedoù-Iliz un emvod Mibien-den ha neuze e c'hell faziañ kar natur Mab-den eo.
Kaset eo ar Senedoù-Iliz-se diwar goulenn an Impalaer evit renkañ kelenn an Iliz war ar C'hrist pe poentoù all. N'int ket anavezet gant an holl Ilizoù er Reter.
- Nikaia I e 325. Goulennet gant Kustentin Iañ. Disklêriet eo bet gant an eskibien en doa "Doue en em c'hraet Den e Jezuz Krist a oa Mab Doue". Kondaonet eo bet neuze kelenn Arius a lavare e oa Jezuz ur bazenn etre Doue ha Mab-den. Lavaret eo neuze eo doueel Jezuz Krist ha skrivet eo bet ar c'hredo kentañ.
- Kêrgustentin I e 381. Goulennet gant Theodosius Iañ. Resisaet eo kelenn an Drinded en ur gondaoniñ kelenn Makedonius a nac'he e vije doueel ar Spered Santel. Kadarnaat a ra ivez doueeliezh ar C'hrist ha klokaat a ra kredo Nikaia. Disklêriañ a ra ivez e oa eskibien Roma ha Kêrgustentin ar re bennañ er bed kristen. Ar Sened-Iliz diwezhañ anavezet gant an holl familhoù kristen eo.
- Efezos e 431. Goulennet gant Theodosius II. Kadarnaat a ra unvaniezh ar C'hrist kerkent ha krouet hag envel a ra e vamm Mamm Doue. Kondaoniñ a ra Nestorius, patriarch Kêrgustentin a gelenne e oa bet ganet diwar ar Werc'hez un den e liamm gant al logos doueel, met un den memestra, rak aon en doa e vije kemmesket Jezuz doueel ha Jezuz denel. Lavaret en doa e oa div dudenn d'ober ar C'hrist gant daou natur unan doueel ha denel distag. N'eo ket bet degemeret disoc'h ar Sened-Iliz-se gant an Ilizioù nestorian.
- C'halkedon e 451. Goulennet gant Markian. Kadarnaet eo eo ar C'hrist Den ha Doue, gant e daou natur sakreet, en un dudenn. N'eo ket degemeret disoc'h ar Sened-Iliz gant ar re a grede ez ae maeziad an daou natur a-enep unvaniezh ar C'hrist, hag an Ilizioù monofizist a gred n'eus nemet un natur d'ober ar C'hrist oc'h argas e zarn denel.
- Kêrgustentin II e 553. Goulennet gant Justinian Iañ. Kondaoniñ a ra adarre an nestorianezh.
- Kêrgustentin III e 680-681. Goulennet gant Kustentin V. Dislavaret ha kondaoniñ a ra ar monothelited a grede ne oa nemet ur youl hag un nerzh er C'hrist daoust d'e zaou natur.
Kendalc'het eo ar Sened-Iliz gant unan all e 691 diwar goulenn Justinian II evit klokaat hini Kêrgustentin III, ha labourat war poentoù ar reolenn (oad ar veleien, implij an ikonennoù).
- Nikaia II e 787. Goulennet gant Irena ag Athina. Kadarnaat a ra ne vez azeulet an ikonennoù met d'an dudenn livet warno. Ober a ra un diforc'h etre azeuliñ Doue ha kehelañ an ikonennoù. Kondaonet eo an ikonoklasted evit bezañ nac'het e oa enkarnet Doue.
- Senedoù-Iliz all ar Iañ milved :
- Konstantinopolis IV e 869.
- Krennamzer :
- Latran I, 1123
- Latran II, 1139
- Latran III, 1179
- Latran IV, 1215
- Lyon I, 1245
- Lyon II, 1274
- Vienne, 1311-1312
- En Azginivelezh :
- Constance, 1414-1418
- e 1431-1441
- Latran V, 1512-1517
- Amzerioù modern :
N'eus nemet ar seizh Sened kinniget a-us a zo gwelet evel Senedoù-Iliz kar goulennet e oa bet gant an holl eskibien dont, daoust ma oa deuet muioc'h eus ar reter eget eus ar C'hornôg hag int anavezet gant teir familh pennañ ar Gristened.
Goude an troc'h etre Iliz Kêrgustentin hag Iliz Roma etre 800 ha 1054 ez eus bet dalc'het Senedoù-meur gant Roma anvet Senedoù-Iliz ganto met pas gant Kristened ar Reter a zalc'hed ivez emvodoù-meur hep reiñ an anv Sened-Iliz peogwir ne oa ket pedet an holl eskibien hag e oa torret unvaniezh ar bed kristen hervezo. Se zo kaoz e vez lesanvet an Iliz reizhkredour Iliz ar Seizh Sened-Iliz a-wezhioù abalamour ma vez anavezet 21 "Sened-Iliz" gant a gatoliked.
Ar Brotestantiz a zegemer ivez disoc'hoù ar seizh Sened-Iliz.
Gant un darn eus Kristened ar Reter ne vez ket anavezet disoc'hoù Senedoù-Iliz zo. Ilizoù hengoun Siria eo (nestorianezh) hag re hengoun ar reter (Kopted en o zouez) a zo monofizisted.
- Orleañs ː 549
- Pariz ː 614
- Clichy ː 626/627
- Tours ː
- Fairweather, Eugene R., and Edward R. Hardy. The Voice of the Church: the Ecumenical Council. Greenwich, Conn.: Seabury Press, 1962. 127 p. N.B.: Defines and approaches the topic from an Anglican orientation.
- Michalopoulos, Dimitris, "The First Council of Nicaea: The end of a conflict or beginning of a struggle?", Uluslarasi Iznik Semposyumu, Iznik (Turkey), 2005, pp. 47–56. (ISBN 975-7988-30-8).
- Tanner, Norman P. The Councils of the Church, (ISBN 0-8245-1904-3).
- Tanner, Norman P. Decrees of the Ecumenical Councils, (ISBN 0-87840-490-2).
- Michel Malherbe, Les religions de l'humanité, Criterion (ISBN 2-7413-0043-7)
- René Metz ː Histoire des Conciles. Presses Universitaires de France. PUF 1149. 1964-1968
- Antoine Sfeir (dir.), Atlas des religions, Plon-Mame, 1994 (ISBN 978-2-259-02693-2)
- Yves Chiron, Histoire des conciles, Perrin, 2011.
- Didier Giorgini, Géopolitique des religions, Major(ISBN 978-2-13-060937-7)