From Wikipedia, the free encyclopedia
Sapporo (札幌市; Sapporo-shi e japaneg) zo unan eus kêrioù bras Japan. E miz Ebrel 2005 e oa 1 864 352 den o chom eno. Niver an annezidi a sav bremañ da 1 959 313 (1 Genver 2020)[1]. Emañ Sapporo en enez Hokkaido e hanternoz Bro-Japan.
札幌市 Sapporo | |||||||||
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
Bukit war pep skeudenn da welet an alc'hwez | |||||||||
| |||||||||
| |||||||||
Melestradur | |||||||||
Riez | Japan | ||||||||
Rannvro | Hokkaidō | ||||||||
Prefedelezh | Hokkaidō (Isprefedelezh Ishikari) | ||||||||
Maer | 秋元 克広, Akimoto Katsuhiro (dilennet d'an 2 a viz Mae 2015) | ||||||||
Douaroniezh | |||||||||
Lec'hiadur | 43° 3′ 43.5″ N, 141° 21′ 15.8″ R | ||||||||
Gorread | 1 121,26 km² | ||||||||
Poblañs | 1 983832 (1añ a viz Meurzh 2021) | ||||||||
Stankter | 1760,37 den/km² | ||||||||
Hin | Kerreizh Dfa : (Kevandirel gleb, hañvezhioù tomm) | ||||||||
Arouezioù | |||||||||
Evn | Koukoug-Eurazia | ||||||||
Boked | Louzaouenn-an-hañv | ||||||||
Gwezenn | Synringa | ||||||||
Internet | (en) www.city.sapporo.jp |
Anv Sapporo n'eo ket ur ger japaneg met ur ger deuet eus an ainoueg, evel kalz anvioù-lec’h all eus Enez-Hokkaido. E-pad ar goañv e vez yen an amzer hag erc’h a ra bep bloaz. Setu perak e voe aozet C'hoarioù Olimpek 1972 e Sapporo. A-drugarez d’ar yenijenn e vez lidet eno ivez fest an erc'h a zo brudet-tre e Bro-Japan. Kizelladurioù erc’h pe skorn a vez savet a-ratozh evit ar fest-mañ. Brudetoc’h c’hoazh eo bier melen Sapporo a vez ezporzhiet er bed a-bezh.
A-raok diazezadur Sapporo e oa poblet ar vro gant Ainoued o chom e meur a gamp[2]. N'eo nemet e diwezh ar Marevezh Edo e 1866 e erruas ar c'hentañ trevadennerien. E 1866 e krogas ar Stad da sevel ur ganol a-dreuz ar vro, ar pezh a vroudas kalz tud d'en em ziazezañ en enezenn ha da sevel ur gêriadenn anvet Sapporo[3]. Anv ar ger a zeu eus an ainoueg hag a dalvez « stêr vras a red a-dreuz ar gompezenn ».
E 1868, gouarnamant nevez an Oadvezh Meiji a zivizas ober eus Sapporo kêr-benn nevez rannvro Hokkaidō. Emsavoc'h e oa al lec'h ma oa da zifenn ha da ziorren evit hini ar gêr-benn gozh, Hakodate.
Er bloavezhioù 1870-1871, Kiyotaka Kuroda, besprezidant ar bodad evit diorren Hokkaidō (kaitakushi), a yeas e darempred gant ar gouarnamant amerikan. Gant skoazell Horace Capron, sekretour e karg eus al labour-douar dindan prezidant amerikan Ulysses S. Grant, hag a zeuas da vezañ Oyatoi gaikokujin, emañ o vont da ziorren Sapporo en-dro d'al Liorzh Ōdōri war patrom ar steuñv hippodamek, un dra divoaz-kenañ e Japan, memes hiziv.
Atizet gant ar c'haitakushi, e teuas kalz trevadennerien eus Honshū da ziorroen al labour-douar (gwinizh, avaloù-douar, maiz, asperjez) ar sevel chatal (deñved ha moc'h) met ivez produadur danvezioù krai (koad, glaou) ha breserezhioù.
E-pad an XXvet kantved e kendalc'has kêr d'en em ziorren kalz dindan levezon tud a afer ha tud o klask goproù uheloc'h, kement ha ken bihan ma tremenas Sapporo en tu all d'ur milion a annezidi e 1970.
E-pad an Eil Brezel-bed e voe meneget alies Sapporo e-giz un trede pal evit ur vombezadenn atomek, betek-gouzout n'en dije ket kodianet Bro-Japan.
Rannet eo Sapporo e dek arondisamant[4] :
Niverenn | Anv | E japaneg | Pob. (2015) |
Gorread | Kartennn |
---|---|---|---|---|---|
1 | Chūō-ku | 中央区 | 230 415 | 46,42 | |
2 | Kita-ku | 北区 | 283 403 | 63,57 | |
3 | Higashi-ku | 東区 | 259 843 | 56,97 | |
4 | Shiroishi-ku | 白石区 | 210 492 | 34,47 | |
5 | Atsubetsu-ku | 厚別区 | 129 136 | 24,38 | |
6 | Toyohira-ku | 豊平区 | 219 077 | 46,23 | |
7 | Kiyota-ku | 清田区 | 115 022 | 59,87 | |
8 | Minami-ku | 南区 | 140 814 | 657,48 | |
9 | Nishi-ku | 西区 | 212 525 | 75,10 | |
10 | Teine-ku | 手稲区 | 141 200 | 56,77 |
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.