Sant-Maloù a zo ur gêr eus Breizh e departamant Il-ha-Gwilen. Pennlec'h Arondisamant Sant-Maloù ha daou ganton eo. Kêr-benn Bro-Sant-Maloù eo, war aber ar Renk.


Muioc'h a ditouroù Anv gallaouek, Anv gallek (ofisiel) ...
Sant-Maloù
Gwel diwar nij.
Gwel diwar nij.
Ardamezioùlogo
Anv gallaouek Saent-Malo
Anv gallek (ofisiel) Saint-Malo
Bro istorel Bro-Sant-Maloù
Melestradurezh
Departamant Il-ha-Gwilen Il-ha-Gwilen
Arondisamant Sant-Maloù (isprefeti)
Kanton Pennlec'h daou ganton Sant-Maloù-1 ha Sant-Maloù-2
Kod kumun 35288
Kod post 35400
Maer
Amzer gefridi
Gilles Lurton
2020-2026
Etrekumuniezh Tolpad-kêrioù Bro Sant-Maloù
Bro velestradurel Bro Sant-Maloù
Lec'hienn Web www.ville-saint-malo.fr
Poblañsouriezh
Poblañs 46 995 ann. (2020)[1]
Stankter 1 285 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 38′ 30″ Norzh
 59′ 16″ Kornôg
Uhelderioù kreiz-kêr : 8 m
bihanañ 0 m — brasañ 51 m
Gorread 36,58 km²
Lec'hiañ ar gêr
Sant-Maloù
Serriñ

Aled e oa anv ar gêr e mare ar Goriosolited, araok kemer anv ar manac'h brezhon Maloù er VIvet kantved. Brudet eo Sant-Maloù evit bezañ bet porzh ar verdeerien, ar gourserien hag an ergerzherien er XVIIvet kantved ha XVIIIvet kantved. Bombezet taer e voe gant ar Gevredidi e-pad an Eil Brezel-Bed. Priziet eo ar Sant-Maloù intramuros gant an douristed hiziv hon deiz.

An anv

Thumb
Sant-Maloù

Stummoù skrivet

  • Erwan Vallerie (1995) ː Saint Malou, 1287; 1294; Saint-Malo, 1304; Sainct Malou, 1333; Saint Malou, 1294; Saint Malo, 1341; 1345; 1364; Saint Malou, 1365; 1373; Saint Mallou, 1378; 1384; Saint Malou, 1406; 1415; Saint Malo, Saint Maslou, 1415; Saint M̥alou, 1420; 1422

Gerdarzh

  • Dont a ra an anv Sant-Maloù eus ar manac'h Maloù, lakaet da sant a voe eskob kentañ kêr.

Douaroniezh

Thumb
An heol o vont da guzh e Sant-Maloù

Ur porzh a sko war Pleg-mor Sant-Maloù (Mor Breizh) eo, e genoù ar Renk.

Kumunioù amezek

Ardamezioù

« En gul e oged en aour o tifoupañ diouzh ar beg ha diouzh al lezioù, leinet gant un erminig tremenant en gwirion, gwakoliet etre aour hag erminig »
• Ger-stur : Semper fidelis
D'Hozier, 1696 – Medalenn al Lejion a enor
Thumb
Kroaz Sant-Mikael hag ardamezioù ar gêr

Istor

Dispac'h Gall

  • 1790: gant al lezenn eus an 26 a viz C'hwevrer e voe lakaet Sant-Maloù da benn ur bann[2].
  • Dekred eus ar 26 a viz Du 1790 war al le ret: embannet e voe bout mennet da nac'h al le ouzh ar Roue, ar vro hag al lezennoù gant Le Saoult, person parrez Sant-Maloù, hag he holl vikeled; person Parame a savas a-eneb d'al le ivez[3].

XXvet kantved

Brezel-bed kentañ

  • Mervel a reas 401 gwaz abalamour d'ar brezel hervez monumant ar re varv, da lâret eo 3,24% ag ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].

Repuidi Brezel Spagn e Breizh

  • Degemeret e voe meur a diegezh repuidi er gumun[5].

Eil Brezel-bed

Brezel Korea

Brezelioù didrevadennañ

Brezel Indez-Sina
  • C'hwec'h milour a varvas[19].
Brezel Aljeria
  • Seizh milour a varvas[20].

Broioù all

  • TOE: daouzek milour a varvas[21].

Melestradurezh

Kendeuziñ kumunioù: goude an Eil brezel-bed e oa aet kalz war zigresk niver annezidi Sant-Maloù. Diwar se e oa bet divizet e 1967 kendeuziñ ar gumun gant Parame ha Sant-Servan.

Monumantoù ha lec'hioù istorel

Thumb
Ur sell war Sant-Maloù

Betek 2005 e oa al label "Kêr a istor hag a c'hlad" gant Sant-Maloù met aet eo diganti.

Bez ar C'hommonwealth e bered ar gumun

Muioc'h a ditouroù Bro, Niver a soudarded ...
Bro Niver a soudarded
Rouantelezh-Unanet Dianv: 1 (Morlu)
Hollad 1
Serriñ

Ur martolod eus Morlu ar Rouantelezh-Unanet eo. Marvet eo e-pad an Eil brezel-bed[26].

Poblañs

Emdroadur ar boblañs 1793-2012

[27]

  • E 1968 e voe staget Parame (8 811 annezad e 1962) ha Sant-Servan (14 963 annezad e 1962) ouzh Sant-Maloù.

Tud

  • Pierre de Lanoys, marc'heg an Templ, serjant eskopti Sant-Maloù. Bet aterset e-kerzh miz Ebrel 1310.

Tud bet ganet eno

Thumb
Delwenn Roparzh Surcouf e Sant-Maloù, graet gant Alfred Caravaniez e dibenn an XIXvet kantved.

Tud bet marvet eno

Ardamezeg ar familhoù

Thumb Henry Baude

Alouer Sant-Maloù e 1668

En argant e zri fenn bleiz diframmet en sabel

Sevenadur

Brezhoneg

Thumb
Gwel eus Sant-Maloù
  • Ur skol divyezhek zo bet savet en Deskadurezh-Stad e 2000.
  • E distro-skol 2023 e oa 46 skoliad enskrivet er c'hlasoù divyezhek (1,3 % eus skolidi ar gumun evit a sell ouzh ar c'hentañ derez)[28].
  • Evit gouzout muioc'h diwar-benn stad ar brezhoneg e Sant-Maloù, sellit ouzh lec'hienn Ofis Publik ar Brezhoneg, pajenn "Embannadurioù" (br).

Sport

Darvoudoù-sport a bep seurt

Gevelliñ

Muioc'h a ditouroù Bro, Kêr ...
Bro Kêr Abaoe
Enez-Voris Port Louis 1999
Serriñ

Pennadoù kar

Notennoù ha daveoù

Liammoù diavaez

Wikiwand in your browser!

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.

Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.