stêr Bro-C'hall From Wikipedia, the free encyclopedia
Ur stêr e Biz Breizh eo ar Renk[3], hag a red dre vras eus ar c'hreisteiz d'an hanternoz, da vont da aberiñ e Mor Breizh.
Renk | |
---|---|
Ar Renk e Dinan | |
Statud | stêr |
Hirder | 104[2] km |
Uhelder an eienenn | 260 m |
Kas keitat | 12 m³/s |
Gorread an diazad | 1195 km² |
Bro(ioù) douret | Breizh |
Diazad stêrioù | ar Renk |
En em daol e | Mor Breizh |
Ledander er genoù | 750 m |
Andon | e Gorre (bro ar Menez) |
Adstêrioù | Linon, Gwazh Milin ar Bouvet, Gwenfroud, Fremeur |
stêr • hidrologiezh |
Emañ hec'h andon e bro ar Menez, e kumun Gorre (e Bro-Sant-Brieg, etre Loudieg ha Lambal) hag e tiruilh war 104 c'hilometrad[4]. N'eus nemet stërioù bihan o vont enni : en o zouez, al Linon hag ar Gwenfroud (Guinefort).
Treuziñ a ra Dinan hag hec'h aber a ya d'ober an harz etre Dinarzh ha Sant-Servan (bet teuzet gant kêr Sant-Maloù). Just a-raok dezhi tizhout ar mor bras eo bet staliet e 1967 stankell vordredan ar Renk evit produiñ tredan diwar monedone ar mor.
Bez' ez eus ur ganol a zo bet kleuziet evit liammañ traoñienn an Il gant hini ar Renk.
E taolenn Peutinger e weler ur gêr Reginca[5] hec'h anv hag e vije a-walc'h hini Kêr Aled e Sant-Servan hag hini ar stêr asambles. Tostaet eo bet Reginca eus ar wrizienn c'halianek, enni ster un trouz graet gant ar strap. Trouz an dourioù o tiruilh gant an tre e vije enklozet e anv ar Renk neuze.
Gourel e oa an anv gallek gwechall.
Annezet eo inizi an Renk gant laboused-mor ha laboused-douar. Bez ez eus teir enezenn war tiriad kumun Sant-Yowan-an-Havreg :
Inizi all zo, evel enezig Chalibert hag enezig Bizeux.
Rummataet eo bet "lec'hienn natur" an hanter eus an aber.
Gorre, Koedlinez, Sant-Yagu-ar-Menez, Langourlae, Sant-Vran, Merelieg, Sant-Laoueneg, Erieg, Lanrelaz, Pluvaelgad,Sant-Yowan-an-Enez, Ar Chapel-Wenn, Kaon, Gwitei, Gwenroc'h, Plouan, Sant-Maden, Trefermael, Sant-Yuvad, Ar C'haeoù, Sant-Andrev-an-Dour, Evrann, Kerorgen, Maez-Geraod, Lanvalae, Sant-Karneg, Lehon, Dinan, Taden, Sant-Haelen, Kerveskont, Sant-Samzun ha Plouhern ;
Kastell-Noez (daou bont bras), Kedilieg, Sant-Suliav, Minic'hi-Poudour, Pleurestud, Sant-Yowan-an-Havreg, Kerricharzh-an-Arvor, Dinarzh ha Sant-Maloù.
Stanket eo aber ar Renk gant ar stankell vordredan hag a brodu tredan dre an treoù hag al lanvioù kreñv a vez en he genoù.
Merket eo an harz etre ar stêr dour dous hag an aber dour damsall gant skluz ar Châtelier, etre Sant-Samzun ha Kerveskont.
Dre skluzioù all e c'haller mont d'ar ganol Il-ha-Renk.
Fardellañ a ra stankell Rofemel, e Gwenroc'h e-kichen Kaon, 7 milion m3 a zour.
Kalz pontoù a dreuz ar Renk, en o-zouez, etre Sant-Maloù ha Lehon :
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.