From Wikipedia, the free encyclopedia
Dugelezh Sachsen-Hildburghausen zo un dugelezh alaman hag a badas 146 vloaz, etre 1680 ha 1826. C'hoarvezout a reas eus rannidigezh Dugelezh Sachsen-Gotha gant an dug etre e vibien.
Da gentañ ne oa nemet ur briñselezh, krouet en 1680, evit Ernst (1655-1715), c'hwechvet mab Ernst Iañ Sachsen-Gotha (1601-1675). Goude e teuas da vezaén dugelezh.
Monumantoù a voe savet e Hildburghausen, ha dreist-holl ur palez a veze graet « Versailhez Sachsen » anezhañ. Goude 1918 e teuas da vout kazarn, distrujet e voe gant ur vombezadeg en 1945.
E 1825, pan eas da hesk tiegezh Sachsen-Gotha-Altenburg, e voe adkrouet dugelezh Sachsen-Altenburg gant Friedrich Iañ (1763-1834) ha kemeret an titl gantañ, hag en eskemm e laoskas e zugelezh kozh gant gant Bernard II von Sachsen-Meiningen. Neuze e voe unanaet an div stad Sachsen-Hildburghausen ha Sachsen-Meiningen ha Bernard II a gemeras an anv a zug Sachsen-Meiningen-Hildburghausen.
Ur stad dieub e voe en 1918, aa-raok bout enteuzet en 1920 e Land Thuringen.
Klotañ a ra gant Landkreis Hildburghausen hiziv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.