SVT-40

From Wikipedia, the free encyclopedia

SVT-40
Remove ads

An SVT-40 (Samozaryadnaya Vintovka Tokareva, Obrazets 1940 goda, "Fuzuilh Tokarev adkarget hec'h-unan, doare 1940", rusianeg: Самозарядная винтовка Токарева, образец 1940 года), lesanvet Sveta, a zo ur fuzuilh damaotomatek soviedel ijinet e deroù ar bloavezhioù 1930 ha produet etre 1938 ha 1945 e uzin armoù Toula peurgetket.

Fedoù berr-ha-berr Kinnig, Bro ...
Remove ads

Istor

Thumb
An SVT-40 a oa a-zoare war an dachenn emgann. Pa c'halle e adimplije soudarded an Ahel anezhi war Talbenn ar Reter.

Er bloavezhioù 1930 e oa penn an URSS Jozef Stalin dedennet-bras gant an armoù damemgefreek, hag an Arme Ruz he devoa roet lañs da genstrivadegoù evit fuzuilhoù a seurt-se e 1935. Fyodor Tokarev en devoa krouet d'ar mare-se tresoù diazez ar fuzuilh SVT. Ar fuzuilh a voe trec'h a oa hini Sergei Gavrilovich Simonov, ha degemeret e voe er servij dindan an anv AVS-36. Dilezet e voe e 1941 abalamour da gudennoù mont en-dro war an dachenn[1].

Kemeret e voe e blas gant an SVT-40, a oa ur stumm gwellaet eus an SVT-38 kinniget gant Tokarev un nebeud bloavezhioù a-raok. Implijet e voe e-pad an Eil Brezel-bed gant is-ofiserien ha tennerien-resisted an Arme Ruz dreist-holl[1]. Goude ar brezel e voe implijet armoù nevez gant an nerzhioù soviedel e-lec'h an SVT-40, evel an SKS pe an AK-47. E-tro 1.600.000 fuzuilh SVT-40 a zo bet produet en holl.

Remove ads

Daveennoù

Loading related searches...

Wikiwand - on

Seamless Wikipedia browsing. On steroids.

Remove ads