From Wikipedia, the free encyclopedia
Renablet eo amañ dindan an holl rieien a zo bet e Bro-C'hall, da lavaret eo ar roueed hag an impalaerien o deus renet er vro adalek Rouantelezh ar Franked betek an Eil Impalaeriezh c'hall, adalek 490 betek 1870 eta.
Meiziad Bro-C'hall zo diwanet tamm-ha-tamm hepken a-hed ar c'hantvedoù. Lod a soñj ne c'haller ket komz eus Bro-C'hall kent skrid-emglev Verdun hag a vefe ivez orin Alamagn, e 843. Hervez lod all e vefe ret gortoz kurunidigezh Huon Capet e 987, pe diwezhatoc'h. Hengoun ar skolioù e Bro-C'hall a stag orin ar vro ouzh unvanidigezh ar Franked gant C'hlodwig Iañ e 486.
Er roll da-heul e vo kavet ivez ar rouaned verovingat n'o doa renet, alies, ken 'met war ul lodenn eus Bro-C'hall. Skrivet eo anvioù rouanez Neustria hag Aostrazia e lizherennoù stouet eta. Rouanez Pariz a oa un tamm dreist d'ar re all ha sellet e vez dac'h oute evel rouanez eus Bro-C'hall en istoriografiezh (daoust ma n'eus ket bet eus an titl diwezhañ-se kent an XIIIvet kantved).
Ouzhpenn a roll a gaver amañ da-heul, rouaned Bro-Saoz etre 1340 ha 1360 hag eus 1369 da 1801 a embanne kavout an titl a roue Bro-C'hall. E-pad ur pennad berr e oa bet un diazez fetis d'an titl-se. Hervez divizoù skrid-emglev Troyes, e 1420, en doa anavezet Charlez VI, roue Bro-C'hall, e vab-kaer Herri V, roue Bro-Saoz evel rejant ha hêr. Herri V a varvas kent Charlez VI hag e vab, Herri VI, a zeuas da vezañ roue Bro-C'hall goude e dad-kozh hervez ar skrid-emglev-se. Edo ar pep brasañ eus norzh rouantelezh Bro-C'hall dindan dalc'h ar Saozon betek 1435. E 1453 avat e oant bet argaset diouzh rouantelezh Bro-C'hall war-bouez Calais (hag enezennoù Mor Breizh), ha Calais hec'h-unan a oa kemeret e 1558. Koulskoude e talc'has rouaned Bro-Saoz da gemer an titl-se betek krouidigezh ar Rouantelezh-Unanet e 1801. Un nebeud rouaned eus Bro-Saoz etre 1337 ha 1422 o deus kemeret an titl a roue Bro-C'hall ivez, met en un doare digendalc'h.
An titl "roue ar Franked" (Latin: Rex Francorum) a oa bet implijet betek ren Fulup IV. E-pad ar prantad berr ma oa lakaet bonreizh 1791 e pleustr (1791-1792) ha goude Dispac'h miz Gouere e 1830, e veze lavaret "roue ar C'hallaoued" e-lec'h "Roue Bro-C'hall (ha Navarra)". Degemeret e oa bet neuze ur bonreizhoù a ziazeze galloud ar rieien war bolontez ar bobl, ha neket war galloud Doue hepken. Diskouezet e oa ar c'hemm-se gant ar c'hemm en titl
Bloavezhiennoù ar renoù a vez lakaet goude pep lesanv.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.