From Wikipedia, the free encyclopedia
Republik Italia (Repubblica Italiana en italianeg) a oa ur stad krouet e hanternoz ledenez Italia e 1802 hag a badas betek ar 17 a viz Meurzh 1805. Savet e oa diwar douaroù ar Republik Cizalpin e hanternoz ledenez Italia.
Ur stad suj da Vro-C'hall e oa, stag ouzh ar C'hentañ Republik C'hall da gentañ hag ouzh an Impalaeriezh C'hall Kentañ goude, dindan renerezh Napoleone Buonaparte.
D'ar 26 a viz Genver 1802 e voe kemmet bonreizh ar Republik Cizalpin gant he c'hannaded evit ma c'hallfe Napoleon Bonaparte dont da vezañ prezidant ar Republik. Gant stumm nevez ar vonreizh e voe roet un anv nevez d'ar vro ivez, a oa enni douaroù ar republik kent, da lavaret eo Lombardia ha Romagna. Milano e oa ar gêr-benn.
Miret e voe tri liv ar banniel a oa en implij gant ar Republik Cizalpin, hogen kemmet e voe ar stumm anezhañ : ur garrezenn wer a oa e-kreiz ur romb gwenn a oa e-unan en ur garrezenn ruz.
Ar stumm-se a gaver c’hoazh hiziv an deiz, evit banniel prezidant ar republik en Italia.
Pa zeuas Napoleon Bonaparte da vezañ Impalaer Bro-C'hall, e 1805, e teuas Republik Italia da vezañ Rouantelezh Italia, gant Napoleon e-unan da roue hag e lezvab Eugène de Beauharnais da vesroue.
Seamless Wikipedia browsing. On steroids.
Every time you click a link to Wikipedia, Wiktionary or Wikiquote in your browser's search results, it will show the modern Wikiwand interface.
Wikiwand extension is a five stars, simple, with minimum permission required to keep your browsing private, safe and transparent.